Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Ya'at'eeh hanter-dro par Les Ramoneurs de Menhirs

Voir les prochains concerts de Les Ramoneurs de Menhir

Réserver

Voir les prochains concerts de Les Ramoneurs de Menhirs

Réserver

Paroles de la chanson Ya'at'eeh hanter-dro par

Selaouit tud yaouank, ha c'hwi 'r re gozh ivez
Eh an da gontiñ deoc'h ur c'hantik a-nevez
Eh an da gontiñ deoc'h a-nevez kompozet
'ziàr Leonard Peltier ' lârer 'ma bet savet

Pell amzer ' zo bremañ e oa bet toullbac'het
Kar gwirioù ar re ruz en devoa difennet
E bro an Oñkl Sam, g'ar fasoù gwenn renet
Na doc'h gwirioù Mab-den nend eo ket bet doujet

An den ruz disprizet, hag a-gostez laket
Gwenn, du, melen hepken, ar gerlenn ' zo torret
Ne vo ket peac'h er bed, ken a na vo tolpet
En-dro ar pevar liv sakr ; ar gerlenn ' vo serret

'r re ruz ' lâr 'ma achu bed ar c'hroc'hen skignan
Fondet ' vez an natur, lazhet get an argant
Tostaat a ra an amzer, mar 'd eus ket chañjamant
Tuchant ' chomay ket mui heni àr an douar-mañ

Tud gwir ag an douar-mañ, sorserion, chamaned
Ha c'hwi ar pobloù fur, difennerion ar bed
E'it saoviñ hor mamm-douar, ' vo ret deomp bout unanet
Doujiñ muioc'h d'an dud, d'ar plantoù, d'ar loened

Chadennet eo ma c'horf, met dizalc'h (eo) ma c'halon
Hag e ma huneioù e kuitan ma frizon
Àr zivaskell an erer eh an da gavouit ma zud
Disuj eo ma spered, me ne chomin ket mut

' Oa ket kablus anezhoñ, neoazh ' oa kondaonet
Paotred an FBI, 'n o las (o) doa eñ tapet
' zele ket chom en toull da achu e vuhez
Rait en-dro e frankiz da Leonard Peltier

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment