Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Mari ar C'habiten (Marie Le Capitaine) par Chansons Bretonnes

Paroles de la chanson Mari ar C'habiten (Marie Le Capitaine) par

I

Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez savet ;

Ur werz a zo newez savet,
Da Vari 'r C'habitenn eo gret;

D'hi breur kloarek koulz ha d'ez-hi,
Memeuz maro 'n euz evel-t-hi.

II

Mari 'r C'habitenn a lare
Dimeuz ar ger pa sortie :

- Penherezik, chommet aze,
Me ia da ober ur bale ;

Me ia da ober ur bale,
Arruo er ger bars tri de. -

Mari 'r C'habitenn lavare,
'N ti hi breur kloarek p'arrue :

- Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma breur kloarek pelec'h ema? -

Ar vates vihan a laraz
D' Vari 'r C'habitenn, p'hi c'hlewaz :

- Ho preur kloarek er ger n' man ket,
'Baoue 'r beure eo sortiet. -

Mari 'r C'habitenn, p' deuz klewet,
Kerkent d'ar jardinn a zo et;

D'ar jardinn hi a zo bet et,
Ur mab-bihan a deuz ganet ;

Ur mab-bihan a deuz ganet,
En douar a deuz-han plantet.....

III

Ar benheres a hirvoude,
Na gave den hi c'honzolje;

Na gave den hi c'honzolje,
Met hi maerones, hounnes ' ree :

- Tawet, fillores, n' oelet ket,
Ganin-me da Lanwenn 'teufet ;

Ganin-me da Lanwenn 'teufet,
M'ho lakaï en kambr gant m' dimezelled. -

- Tawet, maerones, brao eo laret,
Ken ' ve kestion da welet.

Me ' ia brema d' Lann-Blounevez, (1)
Da c'houd ha 'ma m' mamm en buhez ! -

Kerlies kammed ha ma ree,
Bet ' ann douar hi a zemple.

En Lann-Blounevez p'eo arruet,
'Tall ar potanz eo daoulinet ;

'Tall ar potanz eo daoulinet,
Pardon hi mamm deuz goulennet.

- Aotro Senechal, lest m' mamm en buhe,
Me ielo d'ar maro wit-hi ! -

- Na eo ket arru c'hoaz ann de,
Ma varw ann eil 'wit egile. -

- Me 'm euz tric'houec'h-mill skoed leve,
Kement-all en douar-newe;

Kement-all en douar-newe,
Hag a reï dac'h holl ann ez-he. -

IV

Mari 'r C'habitenn a lare,
'R vaz huella 'r skeul pa bigne :

- Ma breur kloarek n' vo ket krouget,
Rag hennès na eo ket kiriek ! -

- Bet drouk gant ann nep a garo,
Kloarek 'r C'habitenn krouget 'vo! -

Kloarek 'r C'habitenn a lare,
'R vaz-huella 'r skeul pa bigne :

- Mar be bolante ma Doue
'Savfe ur wezenn ' dann tri-de,

Diwar bont ar C'hastel-newez,
Ewit diskleri ar wirionez ! -

V

'R vinorezik pemp bloaz lare,
Euz Lann-Blounevez pa zortie :

- Na euz bugel war ann douar
'N euz kement ha me a c'hlac'har !

Ma mamm ' zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laourek ! -

'R vironezik pemp bloaz lare
War bont 'r C'hastell-newez p'arrue :

- Tud ar justiz, c'hui ' zo manket,
'Veza ma eontr kloarek krouget !

Me well ur wezenn a zri-dez,
Na war bont ar C'hastell-newez ! -

'R vinorezik pemp bloaz lare
'N toul-dor hi zad pa arrue:

- Digorit ho tor d'inn-me, ma zad,
Wit ma chanjinn dac'h ho rochad ;

Wit ma chanjinn dac'h ho rochet,
Tric'houec'h miz ' zo n'oc'h euz chanjet. -

- Penherezik, it al lec'h-se,
Rag mar chanj 'nn awell a goste,

Mar chanj ann awell a gostez,
C'hui 'laourfe dre doull ann alc'houez !

- Me ' zo 'ama ' tibri gant 'r c'hontron,
Prest int da gregin em c'halon ! -

- Bet ann awell 'n tu ma karo,
Me a garrie beza maro !

Na euz bugel war ann douar
'N euz kement ha me a c'hlac'har !

Ma mamm ' zo krouget ha dewet,
Gant 'nn well hi ludu gwentet ! -

- Pe-seurt torfed a deuz-hi gret,
Mar deuz meritet bout dewet? -

- Da di ma eontr kloarek oa et,
Allas! er ger hen na oa ket;

Ur bugel bihan deuz ganet,
Hag en douar deuz-han plantet. -

- Da betra eo et d'ober-ze ?
Tamal d'in-me hi a halle..... -

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes