Paroles de la chanson Kanaouenn an dud a vor (Chanson des matelots) par Chansons Bretonnes

Kanaouenn an dud a vor (Chanson des matelots) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Kanaouenn an dud a vor (Chanson des matelots)"

Paroles de la chanson Kanaouenn an dud a vor (Chanson des matelots) par Chansons Bretonnes

I
Lâr d'in, martolod, ma mignon,
A red ar mor penn da benn
Da betra e sonj da galon
Pa groz an dour 'n az kichen ?
- Me sonj neuze d'am dousik koant
Am gortoz en eur ouela,
En Lokrist, parrez Trebriant,
Ha ma spered a grenva !

II
Bugel an aojou, ma mignon,
Martolod a Vreiz-Izel
Da betra e sonj da galon
Pa vez war ar wern uhel ?
- Pa ya plen al lestr gant ar mor
Me sonj d'an traou dremenet,
Ma ene a guita e glor
Vid nijal d'am bro garet !

III
Lâr d'in, martolod, ma mignon,
Pa strak an tennou kanol
Da betra e sonj da galon
En kreiz an emgann diroll ?
- Me sonj barz em eur diveza,
Hag em mam baour zo er vro,
Hag e pedan santez Anna
D'am diwall d'eûr ar maro !..

IV
Lâr d'in martolod, ma mignon,
Ken pell euz da vro garet,
Da betra e sonj da galon
Pa vez er « hamak » kousket ?
- Pa ven em « hamak » paket kloz
Me sonj 'barz ma zi bihan,
Hag er c'honchou konter bemnoz
En dro d'an oaled ledan.

V
Lâr d'in martolod, ma mignon,
Goude bêaj en bro pell
Da betra e sonj da galon
Pa vez war hent Breiz Izel ?
- Me sonj d'am zud 'c'han da weled,
En iliz ar barrezik,
Hag en dimezi a vô gret
Etre me ha ma dousik.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes