Paroles de la chanson Janet ar Iudek (Jeanne Le Iudec) par
I
Janet 'r Iudek 'zo dimezell,
Na briz ket neza hi c'hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc'hant,
Hi c'hegell korn pe olifant.
Janedik 'r Iudek, c'hui a gleo,
Ken melenn hag 'nn aour e ho pleo;
Pa vent melennoc'h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.
Et eo d' Wengamp, 'boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P'oa o tremenn gant he urzou
Oa Janedik war hi zreuzou :
Janet 'r Iudek 'zo dimezell,
Na briz ket neza hi c'hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc'hant,
Hi c'hegell korn pe olifant.
Janedik 'r Iudek, c'hui a gleo,
Ken melenn hag 'nn aour e ho pleo;
Pa vent melennoc'h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.
Et eo d' Wengamp, 'boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P'oa o tremenn gant he urzou
Oa Janedik war hi zreuzou :
Oa Janedik war hi zreuzou,
Hi oc'h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric'houec'h mouchouer,
C'houec'h 'nn ez-he d' Fulup Ollier.
II
Fulup Ollier a lare,
'N ti 'r Iudek koz pa arrue : -
- Demad ha joa holl en ti-ma:
- Ar Iudek koz pelec'h ema? -
Ar Iudek koz a lavaras
D' Fulup Ollier, p'hen klewas:
Petra 'glaskes war-dro d'am zi,
Mar na c'houlennes ket dimi ? -
- Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d'am ofern gentann,
Hi oc'h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric'houec'h mouchouer,
C'houec'h 'nn ez-he d' Fulup Ollier.
II
Fulup Ollier a lare,
'N ti 'r Iudek koz pa arrue : -
- Demad ha joa holl en ti-ma:
- Ar Iudek koz pelec'h ema? -
Ar Iudek koz a lavaras
D' Fulup Ollier, p'hen klewas:
Petra 'glaskes war-dro d'am zi,
Mar na c'houlennes ket dimi ? -
- Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d'am ofern gentann,
Ha dont muia ma vo gallet,
Met ho merc'h Janet na deui ket. -
Janedik 'r Iudek a laras,
D' Fulup Ollier, p'hen klewas : -
- Bet-drouk gant ann nep a garo,
D'ho ofern genta me 'ielo ;
D'ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. -
III
Janedik 'r Iudek a lare,
En bered ar ti ur p'arrue : -
- Kompagnunes, d'in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? -
Met ho merc'h Janet na deui ket. -
Janedik 'r Iudek a laras,
D' Fulup Ollier, p'hen klewas : -
- Bet-drouk gant ann nep a garo,
D'ho ofern genta me 'ielo ;
D'ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. -
III
Janedik 'r Iudek a lare,
En bered ar ti ur p'arrue : -
- Kompagnunes, d'in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? -
Ann ofern newez n'eo ket bet,
N'eo ket 'r belek ouit hi laret,
Gant keun d' vraoa plac'h ar vro-man,
M'eo d'ec'h, Janedik, a gredan. -
Fulup Ollier 'tro 'nn asperges,
A Krog Janet en he surplis :
- Fulup Ollier, distreit ouzinn,
Pec'het ho euz, balamour d'inn !
Mamm Fulup Ollier lare
Da Janet 'r Iudek, en de-se;
- Janet 'r Iudek savet ho penn,
C'hui welo Jesuz 'n oferenn;
C'hui welo Jesuz presantet
Tre daoudorn ho muia karet... -
A-gichenn 'nn aoter d'ann or-dal,
Oe klewet kalon Janet 'strakal.
Un' ar c'hureed 'c'houlenne :
- A koad 'nn iliz 'strak er giz-se ? -
- Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet 'r Iudek zo fatiket ! -
VI
Janedik 'r Iudek a lare
Er ger d'hi zad, pa arrue : -
- Me ha d'am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann ;
Bikenn ann ez-han na zavann,
Ken 'vo ur wes d'am liennan.
Tric'houec'h amourouz kloarek 'm euz bet,
Fulup Ollier ann naontekvet ;
Oe klewet kalon Janet 'strakal.
Un' ar c'hureed 'c'houlenne :
- A koad 'nn iliz 'strak er giz-se ? -
- Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet 'r Iudek zo fatiket ! -
VI
Janedik 'r Iudek a lare
Er ger d'hi zad, pa arrue : -
- Me ha d'am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann ;
Bikenn ann ez-han na zavann,
Ken 'vo ur wes d'am liennan.
Tric'houec'h amourouz kloarek 'm euz bet,
Fulup Ollier ann naontekvet ;
Fulup Ollier ann diweza,
Laka ma c'halon da ranna ! -
Fulup Ollier a lare
Er ger d'he vamm pa arrue :
- Me ha d'am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann :
M'ouifenn bout kaoz d' varo Janet,
Me garie bikenn ofern n'am be laret ! -
'Ma ho c'horfo war ar varwskaon,
Doue d' bardono ann anaon !
Et int ho daou er memeuz be,
Pa n'int bet er memeuz gwele !