Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Ar breur hag ar c'hoar (Le frère et la soeur) par

Selaouit holl hag a klevfet
Ur son a zo nevez savet ;
D'ur soudard yaouank ez eo graet,
A oa d'an arme partiet.

A oa d'an arme partiet,
Hag e dad zo az-dimezet.....
Pa oa e amzer achuet,
D'ar gêr ez eo bet distroet.

- Demat ha joa barzh an ti-mañ,
Ar verc'h-henañ pelec'h emañ ;
Ar verc'h-henañ eus an ti-mañ,
Oa he ano Marianna ?

- Aet eo du-se da dall ar stank,
Aet daveti, soudard yaouank ;
Hounnezh eo plac'h 'n daouliarded,
Goullit, n' veet ket refuzet.

- Penaos monet da dall-ar-stank,
Biskoazh na on bet enni frank !
It d'an traoñ gant ar vali-c'hlaz,
Hag a klevfet trouz hi golvazh ;

It d'an traon gant an ale frank,
Hag ho rento e-tal ar stank.
- Demat deoc'h, plac'hig o kannañ !
Kannañ a ret gwenn, a gredan ?

C'hwi a gann gwenn hag a wask stenn,
C'hwi gannfe din ma rokedenn !
- Na gannan gwenn, na waskann stenn ,
N' gannfen ket deoc'h ho rokedenn

- Plac'hig koant, din-me lavaret,
C'hwi brestfe din daouliarded ?
- O salv-ho-kras, ma iskuset,
N'on ket plac'h an daouliarded ;

N'on ket plac'h an daouliarded,
Nag ar gwenneienn ker neubed :
Me 'm eus ur breurig en pell-bro,
Ha mar klevfe ho rezonioù :

O ! ya, mar klevfe ho komzoù,
A vreofe deoc'h ho holl vemproù ! -
- Plac'hig yaouank, din lavaret,
C'hwi 'n eus ho preur anavezet ?

- Salv-ho-kras, siwazh ! n'am eus ket,
Me oa re yaouank pa oa aet ;
Me oa re yaouank em zoutou
Pa yeas ma breur er-maez ar vro.

Me oa yaouankik em c'havell,
Pa yeas ma breurig d'ar brezel ;
Me a oa c'hoazh yaouankik-mat.
Pa yeas ma breur a di ma zad.

- Plac'hig yaouank, din-me laret,
A c'hwi a garje hen gwelet ?
A greiz kalon hen goulennan,
Me garje 'vije bet amañ !

Leusket ho kolvez gant an dour ,
Hag ho saon gant an dinamour ;
Hag ho saon da vonet da c'heul,
Ha deut da vriata ho preur !

Ho lez-vamm a doa din laret
Ez oac'h plac'h an daou-liarded,
Ez oac'h plac'h an daou-liarded,
Bremañ welan mat n'ez oc'h ket !

Kriz 'vije 'r galon na ouelje
E-tal ar stank nep a vije,
O welet ar breur hag ar c'hoar
En em vriata gant glac'har ;

En em vriata gant glac'har,
Kouezañ raint o-daou d'an douar !

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes