Paroles de la chanson Spered Santel (L'Esprit Saint) par
Spered Santel, Spered a sklerijenn,Plijet ganeoc'h ennomp bremañ diskenn
A sklerijenn kargit hor sperejoù
A garantez tommit hor c'halonoù
An Ebestel, en ur sal unanet,
Gant nerzh ho kraz ho peus bet entanet
Ra vo 'vidomp ken bras ho madelezh
Hepdoc'h ned omp nemed sempladurezh
Gwerc'hez Vari, esperañs ar pec'her,
Pedit Jezuz, ho Mab hag hor Salver
Grit d'hor spered kompren komzoù Doue
Ha d'hor c'halon o miret goude-se