Paroles de la chanson Son an daol (La chanson de table) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Son an daol (La chanson de table)"

Paroles de la chanson Son an daol (La chanson de table) par Chansons Bretonnes

- O itron Varia Blevin !
Deus an noz ha deus ar mintin,
- O itron Varia Blevin !
Deus an noz ha deus ar mintin,
Ha deus ar mintin pa savan,
Siminal ma dous a welan
Ha deus ar mintin pa savan,
Siminal ma dous a welan

Moged siminal ma dous koant
A ra din-me kalzik a boan.
Ret eo din mont betek he zi,
Evit komz ur wech c'hoazh outi.

Loizaig Alan a gane
'Vont gant he saout, ar mintin-se;
'Vont gant he saout d'ar park nevez,
Loizaig Alan gane gae.

Troñset ganti he joblinenn
Glas he lagad, he blev melen,
He jod ruz evel bleuñv skav-gwrac'h
He galanted a zistaol rac'h.

War ar bazenn e oa pignet
Da zigor ar gleud d'he loened,
Pa welaz Piarig, he mignon,
Tout gant an hent 'trezek an traoñ.

PIARIG.

Ma dousig koant, pa ean d'ho ti
Vit ho koulenn da zimeziñ.
Roet-hu din-me ur respont vat,
'Vel reas gwechall ho mamm d'ho tad.

LOIZAIG.

Respont a rin deoc'h den yaouank,
Pa c'houlet ker soubl ha ker koant ;
Ne fell din lâret gaou ebet,
A-benn diriaou eo ma eured.

Tro ma c'hêr-mañ, war an dachenn,
A zo ganin micherourien
Oc'h ober solioù, skabelloù,
Da reiñ d'am zud a-benn diriaou ;

A-benn diriaou eo ma eured;
Re zive'at em oc'h digouet,
Hag unan all en deus hadet
Em liorzh bleuñv ar garanted.

PIARIG.

Ganin-me hadet e oa bet,
Ha c'hwi hoc'h eus hen displantet,
Ha setu hen bremañ sec'het,
Hogen ma c'halon n'emañ ket;

Ho karout a ran koulskoude,
Ennoc'h e soñjan noz ha deiz,
Ho alan, dre doull an alc'houez,
A zeu d'am dihun em gwele.

Hanter-kant nozvezh em on bet,
Toullig ho tor, ne ouiec'h ket,
Ar glav, an avel o m' filat,
Ken vere dour deus ma dilhad.

Tri re votoù em eus uzet
Va dous, oc'h ho tarampredet;
Setu me gant ar pevare,
C'hoazh n'ouzon ket ma digarez.

LOIZAIG.

Mar gout ho tigarez fell deoc'h,
Silaouet mat, m'hel laro deoc'h :
Teir gwenojenn a gas d'ho ti;
Kemer't unan hep distroiñ mui.-

Ha Piarig da zistroiñ en-dro
Ker kablus evel ar marv:
- Bezv am boa soñj da gaouet,
Ha padal kelvez am eus bet.-

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes