Paroles de la chanson Son a garantez ( Chanson d'amour) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Son a garantez ( Chanson d'amour)"

Paroles de la chanson Son a garantez ( Chanson d'amour) par Chansons Bretonnes

Ur plac'hig a garan, vel zo hini er bed (bis)
Dreist an holl hi karan gant ur galon barfet (bis)

Na n'onn ket ouzh petra dont d'he c'homparajiñ
Pe ouzh ur rozenn ruz pe ouzh ur Romani

Pe ouzh ur rozenn ruz, rouanez ar bokejoù,
Deus a beure laouen ha deus an noz marv

Pe ouzh ur mezellour karget a sklerijenn
O Doue galloudek, o bravañ femelenn

C'hoarvez ganin ma mestrez o tont d'ho tarempred
E-giz un evn roeal 'n ur bod drez o kousket

Pa zihun greiz e hun 'big an drein ane'hañ
E sav da veg ar bod 'n em laka da ganañ

Me 'm eus stignet va fech hag ivez me lasoù
Da dap un houadez oa e gouer er Ponto

Distignet eo ma fech hag aet ma las da fall
Tapet an houadez hag aet eo gant un all

Bremañ hallin gouelañ, gouelañ ha glac'hariñ
Gant keun d'am mestrez koant, pebezh melankoni

C'hoarvez bremañ ganin, 'vel gant un durzhunell
Pa vez kollet he far ez on lez da vervel

C'hoarvez ganin bremañ 'vel gant un ene mat
En tan er purgator, o c'hortoz e vennad

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes