Paroles de la chanson Rouanez an Arvor (Reine de l'Arvor) par
Itron Santez Anna
Ni ho ped a galon
Gant joa ni ‘n em laka
Dindan ho proteksion
Rouanez karet an Arvor,
O Mamm leun a druez
War an douar, war vor,
Mirit ho pugale
‘Vidomp he deus Anna
Ar garantez vrasañ
Hag evidomp e ra
He burzhudoù kaerañ
Anna, ‘vit ar re glañv,
Ni ho ped a galon
Gant joa ni ‘n em laka
Dindan ho proteksion
Rouanez karet an Arvor,
O Mamm leun a druez
War an douar, war vor,
Mirit ho pugale
‘Vidomp he deus Anna
Ar garantez vrasañ
Hag evidomp e ra
He burzhudoù kaerañ
Anna, ‘vit ar re glañv,
A zo ur gwir rekour
O foanioù gavont skañv,
Pa deurvez o sikour
Pet gwech, e-kreiz ar mor,
‘Deus roet a-greiz-holl
Avel vat ha goudor
D’an dud o vont da goll
Rak-se ‘ta pa savo
Ar mor e houlennoù,
Dezhi, m’o diwallo,
Gouestlit ho kalonoù
Ho kalon zo digor
‘Vit an holl Vretoned
An dud eus an Arvor
Ho kar ivez bepred
O foanioù gavont skañv,
Pa deurvez o sikour
Pet gwech, e-kreiz ar mor,
‘Deus roet a-greiz-holl
Avel vat ha goudor
D’an dud o vont da goll
Rak-se ‘ta pa savo
Ar mor e houlennoù,
Dezhi, m’o diwallo,
Gouestlit ho kalonoù
Ho kalon zo digor
‘Vit an holl Vretoned
An dud eus an Arvor
Ho kar ivez bepred
Itron leun a zouster
En hon holl ezhommoù
Diskouezhit ‘n hor c’heñver
Galloud ho pedennoù