Paroles de la chanson 'R gêrig zo du-hont (Il est un village, tout là-bas) par
'R gêrig zo du-hont war ar menez, ge !
Emañ va dous, va c'harantez, ge !
'R gêrig zo du-hont war ar menez, ge !
Emañ va dous, va c'harantez, ge !
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Tra la la la la leno
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Tra la la la la leno
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Emañ va holl gontañtamant
'Barzh fin an noz me he gwelo, ge !
Pe va c'halonig a vanko, ge !
Va c'halonig n'eo ket manket
Va mestrez koant am eus gwelet
Emañ va dous, va c'harantez, ge !
'R gêrig zo du-hont war ar menez, ge !
Emañ va dous, va c'harantez, ge !
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Tra la la la la leno
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Tra la la la la leno
Emañ va dous, emañ va c'hoant
Emañ va holl gontañtamant
'Barzh fin an noz me he gwelo, ge !
Pe va c'halonig a vanko, ge !
Va c'halonig n'eo ket manket
Va mestrez koant am eus gwelet
Hanter-kant nozvezh ez on bet, ge !
E toull he dor, ne ouie ket, ge !
Glav hag avel ouzh va fouetañ
Ha va dilhad o tiverañ
Gwell eo karantez, pa blij din, ge !
Eget madoù na fell ket din, ge !
Madoù a deu, madoù a ya,
Madoù 'n servijont da netra
Madoù a ya, giz per melen, ge !
Karantez bad da virviken, ge !
Gwell eo karantez leizh an dorn
E toull he dor, ne ouie ket, ge !
Glav hag avel ouzh va fouetañ
Ha va dilhad o tiverañ
Gwell eo karantez, pa blij din, ge !
Eget madoù na fell ket din, ge !
Madoù a deu, madoù a ya,
Madoù 'n servijont da netra
Madoù a ya, giz per melen, ge !
Karantez bad da virviken, ge !
Gwell eo karantez leizh an dorn