Paroles de la chanson Pebezh keloù (Quelle nouvelle) par Chansons Bretonnes

Pebezh keloù (Quelle nouvelle) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Pebezh keloù (Quelle nouvelle)"

Paroles de la chanson Pebezh keloù (Quelle nouvelle) par Chansons Bretonnes

Pebezh keloù, o ma Doue
Em eus hiziv resevet
Va mestrezig, va c'harantez
E klevan zo dimezet
Va mestrezig, va c'harantez
'N 'hini 'garien ar muiañ
Ha pa soñjan e kement-se
Va c'halon a fell rannañ

Holl plijadurioù an natur
A zo echu evidon
Echu ez eo ar blijadur
A hanvae va c'halon
Echu eo ar c'hontentamant
Evidon 'barzh ar bed-mañ
Foei d'an aour, foei d'an arc'hant,
E nep giz n'o deziran

Me garje kavet ar matier
A kement a ve kapabl
Da rentañ va c'halon seder
Da sec'hiñ va daoulagad
Da rejouissañ va c'halon,
Da gontentiñ va spered
D'am zennañ deus an afliktion
Ha da reiñ din ar yec'hed

Mes kement-se zo imposibl
Na ne erruo biken
Me eo ar muiañ miserabl
Deus an holl krouadurien
Me 'm eus kollet en un instant
Ar frouezh deus a bemp bloavezh
En ur goll va c'hontentamant
Va flijadur, va mestrez

Adieu eta, parrez Plestin,
Adieu tud a goñsekañs
Me am eus kavet va chagrin
E-mesk ho rejouissañs
Me 'm eus ho heuliet gant douster
Hag ho kuita gant glac'har
Evel demeus un durzhunell
Pa ve prinved deus he far

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes