Paroles de la chanson Milinerez Pontaro (La meunière de Pontaro) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Milinerez Pontaro (La meunière de Pontaro)"

Paroles de la chanson Milinerez Pontaro (La meunière de Pontaro) par Chansons Bretonnes

E Bannaleg zo 'r pardon kaer
Lec'h ya 'r merc'hed gant al laer

Ha ! ma meilh a drei
Diga digagdi
Ha ! ma meilh a ya
Diga digada

Eno e weler ar baotred
Ganto kezeg bras ha sternet

Hag o zokoù a zo bluniet
Evit dirollañ ar merc'hed

Gwillaouig kromm zo glac'haret
E Fantig koant en deus kollet

"- Kemenerig, 'n em goñfortet,
Ho Frantig koant a vo kavet

'Mañ du-se e meilh Pontaro
Ar baron yaouank war he zro"

Tok, tok, tok ! "O ! Miliner !
Degas ma dous Fantig d'ar gêr !

- N'em eus gwelet ho tous Fanchon
Met ur wech e meilh ar baron ;

Ur wech amañ e-tal ar pont
Ur rozennig war he c'halon

Ganti ur c'hoef ker gwenn har erc'h
A n'he deus ket bet diganeoc'h

Ur c'horf voulouz du 'n he c'herc'henn
Hag eñ bordet gant arc'hant gwenn

Ganti deus he brec'h ur paner
Frezoù ker melen ha ker kaer !

Frezoù deus jardin ar maner,
Bleunioù fin warno, kemener

En em sell a rae 'barzh ar stêr
Ne oa vil, en dailh, na dister !

Hag a gane ken alies :
"- Me 'garfe bout milinerez

Me garfe bout, a-greiz-kalon,
Milinerez meilh ar baron"

- Miliner, n'em godiset ket :
Ma Fantig koant din daskoret

- Ha pa rofec'h din pemp kant skoed
Ho tous Fantig n'ho pezo ket

N'ho pezo ket ho tous Fanchon
Chom a ray e meilh ar baron

Ho tous Fantig n'ho pezo ket
Rak emañ ganin gwalennet

Chom a ray gant 'n aotrou Youenn
A zo ur c'hristen mat a zen"

Milinerien zo paotred ge !
Ne raent mui nemet kanañ 'nhe

I a lare 'n ur c'hwitellat :
- Krampouezh hag amann a zo mat !

Krampouezh hag amann a zo mat !
Ha nebeudig eus peb sac'had

Ha nebeudig eus peb sac'had
Hag ar merc'hed kempenn avat !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes