Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Lezobre ha Morian ar Roue (Les Aubrays et le More du Roi) par

I

'Tre Koat-ar-Skevel ha Lezobre
A zo zavet ur gombat newe; (bis)

Ar re-ze deuz zavet ur gombat,
Doue da reï d'ez-he kombat vad ! (bis)

Doue da reï d'ez-he kombat vad,
Ha d'ho zud er ger kezelou mad ! (bis)

Markiz Lezobre a lavare
D'he baj-bihan, un dez a oe :

- Dibres-te d'in-me ma inkane,
Ma ez inn da ober ur bale;

Laka ur brid arc'hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein ;

Hag un dibr alaouret war he gein,
Houarn he daou-droad en aour-melenn ;

En aour melenn vezo houarnet,
Wit mont da Zantes-Anna Vened. -

II

Ann aotro Lezobre a lare,
En Zantes-Anna pa arrue :

- Demad, itron santes Anna Vened,
Me zo deut iaouankik d'ho kwelet;

N'am euz ket tric'houec'h vloaz achuet,
Hag en tric'houec'h kombat ez on bet ;

Hag ho zric'houec'h am euz goneet,
Dre ho kraz Santes Anna Vened ;

Grit d'in c'hoaz gonit ann naontekvet,
Ha me a rei dac'h hanter-kant skoed;

Ia, hanter-kant skoed en arc'hant gwenn,
Hab ur c'hement-all en aour-melenn ;

Ha c'hoaz a rinn dac'h un donezon
A vezo kaer da dez ho pardon ;

Me a roïo dac'h ur groaz aour-finn,
Ar c'haera vezo en foar Kintinn ;

Me a roïo dac'h un tabernek
Hag ur zakramant holl alaouret ;

Ouspenn a rinn dac'h ur groaz arc'hant,
Hag un esensouer hag ul lamp ;

C'hoaz a roïnn dac'h ur baniel-gwenn,
A vo seiz kloc'h arc'hant ouz he benn ;

A vo seiz kloc'h arc'hant ouz he benn
Hag un troad balenn wit hen dougenn;

Habillamant wit ho seiz aoter,
Hag un oferenn-bred bep gwener :

C'hoaz a roïnn dac'h ur c'houriz koar,
Hag a raïo ter zro d'ho mogoar ;

A raïo ter zro en dro d'ho ti,
Ha dont da skoulmo d'ar marchepi. -

Na oa ket he c'hir peur-lavaret,
Ma komzaz santes Anna Vened :

- Kerz d'ar gombat, 'me-z-hi, Lezobre,
Me a vo eno kerkent ha te. -

III

'Nn aotro Koat-ar-Skevel 'c'houlenne
Digant Lezobre, un dez a oe :

- Demad larann dide, Lezobre;
Da unan out-te deut d'ann arme? -

- N'euz deut nemet-on da gombati,
Nemet ma fajik bihan ha mi;

Nemet ma fajik bihan ha mi,
Ha Doue hag ar Werc'hes Vari ;

Ar Werc'hes Vari benniget,
Hag 'nn itron santes Anna Vened ! -

- Lizeriou am euz digant ar roue,
Na ewit da laza, Lezobre. -

- Mar 'c'h euz lizeriou digant ar roue,
Roït d'inn, ma lenninn ann ez-he. -

- Distera zoudard ' zo em bandenn,
N'ho rofe ket da ur seurt azenn ! -

- Wit mar d'on-me azenn, a dra-sur,
Me na onn ket, azenn dre natur;

Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur. -

- Kent wit ma 'z i-te euz al lec'h-me,
Me ouïo hag eo gwir kement-se. -

Na oa ket ar gir peurlavaret,
Koat-ar-Skevel hen euz douaret;

Koat-ar-Skevel hen euz douaret,
Hag hanter-kant euz he zoudarded.

He baj bihan a zo en tu-all,
A ra iwe mui, pe gement-all.

Koat-ar-Skevel a lavare
Da varkiz Lezobre eno neuze :

- Te skrivfe ewit-on ul lizer,
Da gass d'am fried, a zo er ger ?

Da gass d'am fried, d'am bugale,
Da laret 'vo marw ho zad en arme ?

Rag ma bugale ve disenoret
'Klewet vo ganid 'm bo kombatet;

'Klewet vo ganid 'm bo kombatet,
Na p'am euz-me ar gombat kollet ! -

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes