Paroles de la chanson Gwerz Mari Mason ( Complainte de Marie Masson ) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Gwerz Mari Mason ( Complainte de Marie Masson )"

Paroles de la chanson Gwerz Mari Mason ( Complainte de Marie Masson ) par Chansons Bretonnes

Mari Mason a Bempoul Goëlo
He deus kollet hi alc'houezioù
He deus kollet hi alc'houezioù
He deus kollet hi alc'houezioù
Etre ar Pont min hag ar Pontoù
Etre ar Pont min hag ar Pontoù

Etre ar Pont min hag ar Pontoù
O tonet deus a gousperoù
An Aotrou Baron 'n eus hi c'havet
Hag en deus laret n'hi rentje ket

Hag en deus laret n'hi rentje ket
Ken he devo prestet he gwerc'hded
Mari Mason vel m'he deus klevet
Da di ar Baron hi a zo aet

Aotrou 'r Baron mar am c'haret
Na ma alc'houezioù di e rafet
'N Aotrou 'r Baron de'i en deus laret
Nag hoc'h alc'houezioù deoc'h ne rin ket

'Rak ho alc'houezioù deoc'h ne rin ket
Ken a vo prestet dign ho kwerc'hded
Na ma gwerc'hded deoc'h me ne rin ket
Rag aon am eus n'am eurjfet ket

Hag hen touet de'i war e zaonasion
Penaos e eurjfe Mari Masson
Hag hen touet de'i ha war e feiz
E eurjfe ane'i war benn tri deiz

Hag eñ tapout krog en he dorn gwenn
Hag he c'has gantañ d'ur park balan
Daret ta Mari hanter kant skoet
Da vagañ 'r bugel p'ho po hañ bet

"Ma zadig paour, mar am c'haret
Ho tor d'ho merc'h e tigorfet
- Na kerzh kuit ha pell deus ma zi
Pe me laosko warnout ma c'hi"

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes