Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Fantig ar Pikart ( Françoise Picart) par Chansons Bretonnes

Paroles de la chanson Fantig ar Pikart ( Françoise Picart) par

Aotro Lezhildri a lare
D'ann Itron Lezhildri 'n dez oe :
- O chaseal er c'hoad 'on bet,
Hag ul levrenn 'm euz rankontret ;

Me 'm euz rankontret ul levrenn,
'R bugel bihan gant-hi 'n hi fenn :
'R bugel bihan gant-hi 'n hi fenn ,
Zo henvel euz ar Bikardenn. -

Itron Lezhildri, pa glewaz,
D'hi fajik bihan a laraz :
- Dibret d'in ma inkane gwenn,
M'inn da welet ma mererienn .

Itron Lezhildri a lare
'N ti 'r Pikart-koz pa arrue :
- Demad ha joa holl en ti-ma,
Ho merc'hed, pa na ho gwelan ? -

Diou ann-ez-he ' zo o kanna,
Ha diou-all ' zo o tiwaska,
Ha diou-all ' zo o paluc'ha,
Ha diou-all a zo o kriba.

Diou-all 'nn ez-he ' zo o neza,
Ha diou-all ' zo o tibuna ;
Diou-all 'nn ez-he ' zo o ferri ,
Ha diou-all ' zo ho ampezi ;

Hag un' all a zo er' gambr-wenn
O kriba flour hi bleo melenn :
Fantik ' zo klan war hi gwele,
A grenn 'nn derzienn diou-wes bemde. -

- 'Nn hini ' zo war hi gwele klan,
Hounnes ann hini a glaskan....
Penaoz, 'me-z-hi, ma fillores
Ma oc'h-c'hui bet ur vuntreres?

Mar karjeac'h bout d'in anzavet,
Me 'm bije ho pugel maget ;
Me 'm bije ho pugel maget,
'Bikenn den 'n dije gouveet. -

- Me 'm euz aoun-braz, ma mamm-baeron,
Na veac'h et war ar marc'h-Hamon. -
- Mar on-me itron Lezhildri,
Me reï paea ar gomz-se dit. ! -

War-benn ar merc'her ar beure,
'N doa Fantik kezelo newe ;
Arru archerrienn a Razon,
Da gerc'hat Fantik d'ar prison.

Fantik ar Pikart a lare
Di-war ar chaffaut, un dez oe :
- Me 'well 'c'hann noblanz Lezhildri,
Me garrie 'nn tan euz ho dewi !

Me garrie 'nn tan euz ho dewi,
Ann aotro a zo kiriek d'in. -

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes