Paroles de la chanson Eskob Penanstang (L'évêque de Penanstank) par Chansons Bretonnes

Eskob Penanstang (L'évêque de Penanstank) Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Eskob Penanstang (L'évêque de Penanstank)"

Paroles de la chanson Eskob Penanstang (L'évêque de Penanstank) par Chansons Bretonnes

- Alietig, ma merc'hig koant,
Ret 'vo monet da Benanstank ;
Ret 'vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir er gomanant. -

- Ma vije bev nep am ganas,
Evel ma 'z eo nep am magas,
N' vijen ket aet da Benanstank,
Pa golljeac'h 'r gwir ar gomanant. -

- Met allas ! paour kaezh, pa n'eo ket,
Sentiñ ouzh lez-vamm a zo ret;
Sentiñ ouzh lez-vamm a zo ret,
Da Benanstank 'vo ret monet. -

- Gwell eo ganin, 'vit ma enor,
'M lakafec'h endan treuz ho tor!
Komerit un trañch hag ur bal,
Ha lakaet en bev en douar! -

'N aotrou Penanstank a lare,
D'e baotr ar gambr, un deiz a oe :
- Me well Alietig ar Vad
O tonet a dreuz dre ar c'hoad.

Un daoulagad 'zo en he fenn
A luc'h 'vel div werelaouen,
He zal ivez hag he divjod
Ker gwenn hag al laez er ribod. -

En Penanstank p'eo arruet,
War an treuzou eo aze'et;
War an treuzou eo aze'et,
Ha gwalc'h he c'halon 'deus gouelet. -

- Alietig, laret 'zo deec'h
Gant an aotrou pignet ouzh krec'h,
Da derc'hel d'ezhañ ar goulou,
Vit ma kano he c'housperou. -

- Mard oc'h mesajer evitañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ :
'Zo kantoloriou aour hag arc'hant,
Da derc'hel goulou peziou koant. -

- Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, donet ouzh krec'h ;
Gant an aotrou monet d'e gambr,
Ma royo deoc'h aour hag arc'hant. -

- Mard oc'h mesajer indanañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Miret e aour hag e arc'hant,
En paourentez me ' zo kountant ;

Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Miret e arc'hant hag e aour,
Me 'zo ma dere bezañ paour. -

- Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, donet ouzh krec'h ;
Gant an aotrou monet d'e gambr,
Ma royo deoc'h gwalinier koant. -

- Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h ha laret dezhañ,
Eus dewezhourez n' zere ket
Gwalinier aour d'ho bizied. -

- Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, pignet d'an nec'h,
Vit monet gantañ d'ar selier
Da dañva gwin dous 'vel ar mel. -

- Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
P'am bo sec'het, me evo dour,
A bedo Doue d'am zikour. -

- Alietig, laret 'zo deoc'h
Gant an aotrou monet d'an nec'h,
Monet gantañ d'ar c'hrignelliou,
D' divreinañ per hag avalou. -

- Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Reiñ 'r re-vat d'ar paour, o zebro,
'R re-fall d'ar moc'h, o zivreino. -

- Alietig, laret 'zo deoc'h,
Gant an aotrou, monet d'an nec'h ;
Gant an aotrou monet d'an nec'h,
Vit ober dezhañ he wele. -

- Mard oc'h mesajer indan-hañ,
It d'an nec'h, ha laret dezhañ
Donet d'an traoñ, me yel' d'an nec'h,
Hag a ray dezhañ he wele;

Ha mar astenn re e bazioù,
Da zont war ma lerc'h 'r skalieroù
Da zont war ma lerc'h 'r skalieroù,
M'hen taolo d' n traon war e c'henoù ! -

Eus ' seitek plac'h 'zo bet em zi,
N'eus aet hini eveldoc'h-c'hwi ;
Met c'hwi, Alietig ar Vad,
'Zo bet kelennet gant ho tad.

Biskoazh na eus bet plac'h yaouank
Na debauchjen, p'am bije c'hoant,
Nemedoc'h, Aliet ar Vad,
Zo bet kelennet gant ho tad. -

- Gant ma zad n'on ket kelennet,
Met gant ar sent, ar sentezed ;
Met gant ar sent, ar sentezed,
A zo 'vidon alvokaded.

Lakait ma arc'hant war an daol,
Ma 'z in ee-maez gant ma enor;
Gant ma enor ha ma respet,
Triwec'h vloaz 'zo hini n'eus aet. -

- Alietig, me ho kwelo
Un deiz barzh en kêr, pe war-dro,
Ho kof ganeoc'h bet' ho lagad,
Brasez eus ur c'hokin bennak. -

- Gwell ve ganin bezañ brasez
Eus ur paotr moc'h, ma c'harantez,
Bezañ brasez eus ur paotr moc'h,
Aotrou, vit bezañ ac'hanoc'h.

N' vo ket ken disenor d'am zad,
Evel bezañ eus un den sakr;
Evel bezan eus ur beleg
N'en eus na enor na respet ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes