Paroles de la chanson Deuit, va Doue ( Venez, mon Dieu ) par
Deuit, va Doue, deuit da ren em c'halonDeuit d'am magañ dre ar gomunion
Va ene paour a zo ouzh ho kortoz, va Salver
Evel un douar yen, skarnilet gant gwall-amzer
Mard eo gwir ho komzoù, c'hwi a vezo d'am ene
Glav dous an abardaez pe glizhennig ar beure
C'hwi eo ar pastor mat, me an dañvad dianket
Edon kreiz ar bleizi hag hoc'h eus va diboaniet
Rak-se 'ta, va Jezuz, me 'zeu da glask ho panked