Paroles de la chanson Bleunioù o tremen (Les fleurs qui passent) par
Pa oan er mintin-mañ o vont da gerc'hat dour (bis)
E klevis an eostig er c'hleuz o kanañ flour (bis)
En e son e lâre, kuzhet gant an delioù :
"Dre ma astenn an hañv e koll ar bleuñ o liv
Miz Mae zo aet en-dro gant an nevez-amzer
Bremañ gwrez an heol tomm d'ar bleuñ zo re bounner
Bleunioù pet ac'hanoc'h a weñv bemdez bremañ
Bleunioù koant o tremen buan diouzh ar bed-mañ
Ne chom ket pell ar bleuñ da deurel o c'hwezh vat :

Ret eo dezho kuitaat, gweñviñ, tremen timat
Ar rozenn bet ker fresk a zizec'h war he bod :
Pennherez Kerbendrez a zisliv ruz he jod
Eürus ! o ya ! eürus an neb a varv yaouank !
War e vez e vernier ar bleunioù stank-ha-stank
Eürus eo ar werc'hez a dremen 'vel ar roz
He c'hwezh glan ouzh he heul a bign d'ar Baradoz !"
Hag an eostig gant herr a dec'has dirazon
En ur ganañ sioulik diwezhañ poz e son
Pennherez Kerbendrez a varvas antronoz
Tremen a reas-hi 'vel ma tremen ar roz

An eostig a ganas e-kichen ar feunteun :
"Gant an nevez-amzer eo e tremen ar bleuñ
Me wel ar Baradoz o pignat gant ar skeul
Ur vleuñennig tener, hag he c'hwezh vat d'he heul"