Paroles de la chanson Ar gouriz (Chants de noces - 2. La ceinture) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar gouriz (Chants de noces - 2. La ceinture)"

Paroles de la chanson Ar gouriz (Chants de noces - 2. La ceinture) par Chansons Bretonnes

Gwelet em eus en ur flourenn
Ur gazeg vihan, hi laouen.

- Oh! -Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti;
Gra, pa ri;
Gra, pa ri;
Pa ri tra,

Ne oa soñj de'i nemet da vad,
Nemet da vragal 'barzh ar prad,

- Oh Gra, pa ri tra, etc.

Nemet da beuriñ ar yeot glas,
Ha da evañ dour deus ar wazh.

Ken a zeuas benn gant an hent
Ur marc'heg yaouank, hag hen ken !

Hag hen ken ampart ha ken drant !
E zilhad a aour hag arc'hant.

Hag ar gazeg 'dal m'e welas,
En he sav soue'et a chomas

Ha goustadik a dostaas,
Hag he fenn d'ar gleud astennas ;

Hag ar marc'heg he likaouas,
Hag e veg d'he bek a lakas ;

Ha goude-se he briatas,
Hag hi 'n em gavas en he aez,

Ha goude 'n deus he c'habestret,
Ha goude en deus he senklet.

- Oh ! - Gra, pa ri tra, etc.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes