Paroles de la chanson Ar c'hazh koad (L'écureuil) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar c'hazh koad (L'écureuil)"

Paroles de la chanson Ar c'hazh koad (L'écureuil) par Chansons Bretonnes

Disul é vale dre er hoed
Iri dei tou laridéno
Chetu tapet dein ur rah koed
Itou, itou, itra la la
Iri dei tou laridéno

Chetu ur rah koed tapet dein
Lakeit ér chuler de lardein

Lakeit de lardein ged keneù
Ha peg gwener krampouéh uieù

Pe oè lardet, ha lardet mad
Deit er boser de labourad

Mès er rah koed doh her gwéled
Betag en doenn en dès saillet

Saillet en des betag en doenn
Ha doh en trest feutet e benn

Disul o vale dre ar c'hoad
Iri dei tou larideno
Setu tapet ganin 'c'hazh-koad
Itou itou itra la la
Iri dei tou larideno

Pa voe tapet, tapet e oa
Lakaet er solier da lardañ

Lardet e voe gant kraoñ-kelvez
Ha krampouezh vioù bep gwenervezh

Pa voe lardet, ha lardet mat,
Deut ar c'higer da labourat

Met ar c'hazh-koad ouzh e welet
Betek an doenn en deus lammet

Lammet en deus betek an doenn
Hag ouzh an treust faoutet e benn


Ha chetu eañ koéhet marvmig
Lakeit de zariù er belig
Laritouri tei, gé
Laritou la la, hop, hop, hop
Lakeit de zariù er belig

A pen dé saùet er golo
Pégen hweg e blaz er friko

E pad ur miz, mirenn ha koen,
Friko rah koed ged chistr melen

En tad, er vamm, er vugalé
E lip ou beg getou bamdé

Ha de goroll pe um lakant
El rahed koed saillad e rant

Ha setu eñ kouezhet marv-mik
Lakaet da boazhat er billig
Laritouri tei, gé
Laritou la la, hop, hop, hop
Lakaet da boazhat er billig

Ha pa voe savet ar golo
"Pegen c'hwek eo blaz ar friko !"

E-pad ur miz, lein ha merenn,
Friko kazh-koad gant chistr melen

An tad, ar vamm, ar vugale
A lip o beg gantañ bemdez

Ha da goroll p'en em lakaont
'Vel kizhier-koad lammat a reont

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes