Paroles de la chanson An diviz etre ar Fañch hag ar Fisel (Conversation entre un Fañch et un Fisel) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An diviz etre ar Fañch hag ar Fisel (Conversation entre un Fañch et un Fisel)"

Paroles de la chanson An diviz etre ar Fañch hag ar Fisel (Conversation entre un Fañch et un Fisel) par Chansons Bretonnes

Ni a zo daou gañfard yaouank deus parrez Laniskad
A oe deut d'ar Fiseloù 'vit ober un treujad,

A oe deut d'ar Fiseloù 'vit ober un treujad.
Met 'fota ket de(zho) soñjal 'omp-ni deut 'vit mat,

Met 'fota ket de(zho) soñjal 'omp-ni deut 'vit mat,
C'houlamp ket deus o fañsion, dimeus o div skuellad,

C'houlamp ket deus o fañsion, dimeus o div skuellad,
Gwell eo tremen gant unan, kavet kig war ar plad.

Me 'lar deoc'h en gwirionez e Fiseloù 'zo mizer,
Gant o brikouier a bont hag o chupennoù lost berr.

Ur mevel bras e Fiseloù n'eus ket met ugent skoed,
'Ze na n'eo ket kalz a dra d'an hini 'vagañ ur wreg.

'Benn 'nive bet un tamm butun, un nebeud chopinadoù,
'Choma ket ken kalz a dra da vago poupennoù

'Benn 'nive ket ur c'havell, ur pres hag ur gwele,
'Choma ket ken kalz a dra da gavet ar c'hafe.

Pe ve' gwelet ur Fisel en marc'had e Rostren,
Gant e jiletenn mañchoù hag e vragoù 've' stenn,

Gant e jilettenn mañchoù hag e vragoù a bont,
Gant e roched ampezet, neuzen e dog bihan ront,

Kement a diferañs a zo 'tre ur Fañch hag ur Fisel,
'El zo 'tre ur jao bro, un ebeul deus ur c'hastell.

Un ebeul deus ar c'hastell 've' e benn 'barzh en aer,
Ha hini ar paour-kaezh Fisel 'da gantañ a skej-kêr.

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes