Paroles de la chanson An daou vanac'h hag ar plac'hig yaouank (Les deux moines et la jeune fille) par
Bars ar ger euz a Rudon, war ann hent pa her da Rom,
'Zo zavet ur gouant newez, ' zo en-hi menec'h o chom ;
'Zo zavet ur gouant newez ' zo en-hi menec'h iaouank,
Ha noz na de na sessont o tebauch ar merc'hed koant.
Ma oa ur vinorezik a oa meurbet devodes
A ie bemdez da bedi Doue da gouant Sant-Franses.
O tont unan ar menec'h, hag o lavaret d'ez-hi :
- Deut ganin, minorezik, dent ganin-me d'am zi;

Deut ganin, minorezik, deut ganin-me d'am c'hambr,
Me diskoueso d'ec'h 'nn taolinier, ar misteriou ekselant. -
Ebars en kambr ar manac'h na pa 'z eo bet antreet,
Ann orojou war-n-ezhi kerkent a zo alc'houezet :
Hag ar spaz euz a seiz miz, ar spaz euz a seiz miz kloz,
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz;
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz,
Met ann daou jakob iaouank, ' ia da ved-hi bep-noz.
Ha war-benn ann eizvet miz, en em gavas dougerez,

Ann daou jakobin iaouank oe neuze meurbet diez.
'Tonet unan ar venec'h, ha d'ez-hi o lavaret :
- 'Tro Doue! minorezik, na penaos a vezo gret ?
'Tro Doue! minorezik, na penaos a vezo gret?
Arru ' zo 'r vikel newez, ma vefomp holl visitet ! -
- 'N han ' Doue! tad Olierr, ma c'hasset da gambr 'r studi,
Na euz vikel na eskop a ielo wit ma c'hlask di. -
O tont unan ar venec'h, hag o lavaret d'ez-hi :
- Selaouet, minorezik, ha zentet a ouzomp-ni ;
Hastet-c'hui, minorezik, da gwiska ho pantouflou,
Wit ma teufet d'ann iliz, da laret ho kousperou ;

Wit ma teufet d'ann iliz, da laret ho kousperou,
Mar n'ho laret euz ann dez, ho larfet euz ar goulou, -
Ma oa ur c'hloarek 'iaouank a oa arnaouet meurbet,
Mont eure da c'houll loja da gouant ar Fransesed.
Tonet unan ar venec'h hag o lavaret d'ez-han :
- En em dennet, ma mignon, na ve lojet den aman. -
Hag hen neuze o tistreï, hag o vonet war he c'hiz,
O vont 'n ur govezion, bars en traonik ann iliz.
War dro ter-heur rok ann dez hen deveuz bet ur spont braz,
'Welet enaoui goulou war gornik ann aoter-vraz.
Hag ar vinorezik paour, pehini doa epouvant,
'C'houlenne a greiz kalon, ann nouenn, ar zakramant ;
'C'houlenne a greiz kalon ann nouenn ar zakramant,
D'ar c'hrouadur a zouge a c'houlenne badeziant.
- Tawet-c'hui, minorezik, tawet ha na welet ket,
Rag n'eo ket c'hui ar c'henta, ann diwesa n' larann-ket :
Aman a zo et nao verc'h, krouadur gant pep-hini,
E-leall sur, Fanchonik tric'houec'h' eo a reont-hi !

Ni ' zo deut hon c'halonou ' vel ann houarn pe ann derv,
Setu aze, Fanchonik, lec'h m'eo et ho kininterv ! -
Ar c'hloaregik iaouank gant spont vraz a lavare,
Bars en ti ann hostises, ann de warlerc'h ar heure :
- Digasset d'in, hostises, gwinn-ruz dimeuz ho kwella,
Ma teuïo d'in ma memoar, am euz kollet ann noz-ma ;
Ma teuïo d'in ma memoar, am euz ann noz-ma kollet,
Rag gwelet 'm euz ann noz-ma pez na rafe den a-bed;

Gwelet laza 'r feumeulenn, ar vraoa plac'h a welis,
War ma fe a zen honest, brases a oa d'am avis! -
Ann hostiz a c'houlenne euz ar c'hloarek, p'hen klewe :
- C'hui anavefe 'r re-ze, m'ho gwelfac'h war ar bale? -
- Laket ar c'hleïer da zon, 'r prosession da vont en dro,
Mar marchont war ar pave, sur me ho anaveso..... -
'Nn hini 'zo gant 'r zakramant, ez eo paotr ar c'hontellou, (1)
'Nn hini ' zoug ar sibouar, oa o terc'hel ar goulou !
Kroget en-he, archerienn, ia, en-he raktal kroget,
'R re-ze ho deuz gret ur muntr, ha na raje den a-bed;
Deuz lazet ur feumeulenn, braoa plac'hik a welis ;
War ma le a zen honest, braz a vije ho malis ! -
Hi lez-tad a lavare, pa zaouline war hi be :
- Ha posupl ve Fanchonik, a ve te a ve aze ?
Me ' zo bet seiz miz 'r prison, barnet da veza krouget,
Balamour did, Fanchonik, a oa din-me tamalet ! -