Paroles de la chanson An Aotrou 'r C'hont (Le Seigneur Comte) par
An Aotrou 'r C'hont hag he bried
Yaouankik mad 'zo dimezet;
Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nav miz gwillioudet.
'N Aotrou ar C'hont a c'houlenne
Eus e bried, un deiz a oe:
- Ma fried, din-me lavaret
Petra diganin c'hoantaet?-
- Un tam kig glujar pe kig gad
A c'houlennan, dimeus ar c'hoad.
An Aotrou 'r C'hont, p'hen eus klevet,
Yaouankik mad 'zo dimezet;
Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nav miz gwillioudet.
'N Aotrou ar C'hont a c'houlenne
Eus e bried, un deiz a oe:
- Ma fried, din-me lavaret
Petra diganin c'hoantaet?-
- Un tam kig glujar pe kig gad
A c'houlennan, dimeus ar c'hoad.
An Aotrou 'r C'hont, p'hen eus klevet,
En e fuzuilh ez eo kroget ;
En e fuzuilh ez eo kroget,
Da ober ur bale eo aet.
E-barzh ar c'hoad p'eo antreet,
Kornandonez gantañ digouet:
- Deiz-mad deoc'h-c'hwi, Aotrou ar C'hont,
Me oa pell-zo 'klask ho rankontr;
Bremañ p'am eus ho rankontret,
Eureujiñ din-me a rankfet. -
- Eureujiñ deoc'h-c'hwi na rin ket,
Rak me 'zo nevez-dimezet;
Rak me 'zo nevez-dimezet,
En e fuzuilh ez eo kroget,
Da ober ur bale eo aet.
E-barzh ar c'hoad p'eo antreet,
Kornandonez gantañ digouet:
- Deiz-mad deoc'h-c'hwi, Aotrou ar C'hont,
Me oa pell-zo 'klask ho rankontr;
Bremañ p'am eus ho rankontret,
Eureujiñ din-me a rankfet. -
- Eureujiñ deoc'h-c'hwi na rin ket,
Rak me 'zo nevez-dimezet;
Rak me 'zo nevez-dimezet,
Ma gwreg 'n noz-mañ gwillioudet.-
- Daoust deoc'h pe vervel 'dan tri deiz,
Pe chom seizh bloaz war ho kwele;
Mervel endan an tri deiz-mañ,
Pe chom seizh bloaz war h' kwele klañv.-
- Gwell ganin mervel 'dan tri deiz,
'Vit chom seizh bloaz war ma gwele;
Rak ma gwregig a zo yaouank'
'Defe ganin kalz nec'hamant. -
An Aotrou ar C'hont a lare
D'e vamm, er gêr pa arrue:
- Ma mamm, 'grit-c'hwi me gwele din,
- Daoust deoc'h pe vervel 'dan tri deiz,
Pe chom seizh bloaz war ho kwele;
Mervel endan an tri deiz-mañ,
Pe chom seizh bloaz war h' kwele klañv.-
- Gwell ganin mervel 'dan tri deiz,
'Vit chom seizh bloaz war ma gwele;
Rak ma gwregig a zo yaouank'
'Defe ganin kalz nec'hamant. -
An Aotrou ar C'hont a lare
D'e vamm, er gêr pa arrue:
- Ma mamm, 'grit-c'hwi me gwele din,
Biken anezhañ na savin ! -
- Ma mab ker' din-me lavaret'
Petra ganeoc'h 'zo arruet ?-
- O chaseal er c'hoad on bet,
Ur Gornandonez 'zo digouet,
Hag he deus din-me lavaret
Eureujiñ dezhi vije ret. -
- Ma mabig, din-me lavaret
Petra dezhi 'c'h eus respontet ?-
- Hag am eus dezhi respontet:
Eureujiñ deoc'h me ne rin ket,
Rak me zo nevez-dimezet,
- Ma mab ker' din-me lavaret'
Petra ganeoc'h 'zo arruet ?-
- O chaseal er c'hoad on bet,
Ur Gornandonez 'zo digouet,
Hag he deus din-me lavaret
Eureujiñ dezhi vije ret. -
- Ma mabig, din-me lavaret
Petra dezhi 'c'h eus respontet ?-
- Hag am eus dezhi respontet:
Eureujiñ deoc'h me ne rin ket,
Rak me zo nevez-dimezet,
Ma gwreg 'n noz-mañ gwillioudet.
'R Gornandonez, p'he deus klevet,
Din-me neuze deus lavaret: -
- Daoust deoc'h pe vervel 'dan tri deiz,
Pe seizh vloaz klañv war ho kwele.-
- Gwell ganin mervel 'dan tri deiz,
'Vit chom seizh bloaz war ma gwele,
Rak ma gwregig a zo yaouank
Defe ganin kalz nec'hamant.-
Ma mammig paour, mar am c'haret,
Eus ma fried n'anzavfet ket;
Eus ma fried n'anzavfet ket,
'R Gornandonez, p'he deus klevet,
Din-me neuze deus lavaret: -
- Daoust deoc'h pe vervel 'dan tri deiz,
Pe seizh vloaz klañv war ho kwele.-
- Gwell ganin mervel 'dan tri deiz,
'Vit chom seizh bloaz war ma gwele,
Rak ma gwregig a zo yaouank
Defe ganin kalz nec'hamant.-
Ma mammig paour, mar am c'haret,
Eus ma fried n'anzavfet ket;
Eus ma fried n'anzavfet ket,
Ken 'vo eus he gwele savet.
Itron ar C'hont a c'houlenne
Digant he mamm-gaer en deiz-se:
- A zo gant ma fried digouet,
Pa na deu-han ket d'am gwelet?-
- Da chaseal d'ar c'hoad eo aet,
Er gêr n'eo ket c'hoazh arruet;
Aet eo da chaseal d'ar c'hoad,
Da glask deoc'h un draig bennak. -
Itron ar C'hont a c'houlenne,
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Ma mitizhien, din-me laret,
Itron ar C'hont a c'houlenne
Digant he mamm-gaer en deiz-se:
- A zo gant ma fried digouet,
Pa na deu-han ket d'am gwelet?-
- Da chaseal d'ar c'hoad eo aet,
Er gêr n'eo ket c'hoazh arruet;
Aet eo da chaseal d'ar c'hoad,
Da glask deoc'h un draig bennak. -
Itron ar C'hont a c'houlenne,
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Ma mitizhien, din-me laret,
Gant ar mevelien 'zo digouet
Petra gante a zo digouet,
Na ma ouelont-i ken dourek?-
- O tourañ ar c'hezeg int bet,
Ar marc'h gwellañ o deus beuzet. -
- Laret dezhe na ouelfont ket'
Pa vin yac'h, re all 'vo prenet.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Ma mitizhien, din-me laret'
Petra ganeoc'h 'zo c'hoarvezet ?
Petra 'zo ganeoc'h c'hoarvezet
Petra gante a zo digouet,
Na ma ouelont-i ken dourek?-
- O tourañ ar c'hezeg int bet,
Ar marc'h gwellañ o deus beuzet. -
- Laret dezhe na ouelfont ket'
Pa vin yac'h, re all 'vo prenet.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Ma mitizhien, din-me laret'
Petra ganeoc'h 'zo c'hoarvezet ?
Petra 'zo ganeoc'h c'hoarvezet
Na ma ouelet-c'hwi ken dourek,-
- O kannañ 'r c'houez ez omp bet,
Liñselioù gant an dour 'zo aet. -
- Ma mitizhien, na ouelet ket,
Pa vin yac'h, re all 'vezo graet.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Petra 'zo nevez en ti-mañ,
Ma 'ma 'r veleien o kanañ ?-
- Ur paour a oa amañ lojet,
Hag a zo en noz-mañ marvet ;
Hag a zo en noz-mañ marvet,
- O kannañ 'r c'houez ez omp bet,
Liñselioù gant an dour 'zo aet. -
- Ma mitizhien, na ouelet ket,
Pa vin yac'h, re all 'vezo graet.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Eus he mitizhien en deiz-se:
- Petra 'zo nevez en ti-mañ,
Ma 'ma 'r veleien o kanañ ?-
- Ur paour a oa amañ lojet,
Hag a zo en noz-mañ marvet ;
Hag a zo en noz-mañ marvet,
Ha feteiz 'vezo douaret.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Digant he mamm-gaer en deiz-se:
- Pere dilhad a wiskin-me
'Vit monet d'an iliz feteiz ?-
- 'Ma gant 'r gwragez yaouank ar c'hiz
Em wiskañ 'n du d'vont d'an iliz.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Barzh an iliz pa arrue:
- Piv zo 'dan ma skabell douaret,
An douar zo nevez mesket?-
- Betek-henn am eus deoc'h kuzhet,
Hen ober pelloc'h n'hellan ket:
Hen ober pelloc'h n'hellan ket:
Ho pried zo aze douaret!-
Itron ar C'hont pa deus klevet,
Raktal d'an douar 'zo semplet;
Raktal d'an douar 'z eo semplet,
Ha war al lec'h ez eo marvet!
Itron ar C'hont a c'houlenne
Digant he mamm-gaer en deiz-se:
- Pere dilhad a wiskin-me
'Vit monet d'an iliz feteiz ?-
- 'Ma gant 'r gwragez yaouank ar c'hiz
Em wiskañ 'n du d'vont d'an iliz.-
Itron ar C'hont a c'houlenne
Barzh an iliz pa arrue:
- Piv zo 'dan ma skabell douaret,
An douar zo nevez mesket?-
- Betek-henn am eus deoc'h kuzhet,
Hen ober pelloc'h n'hellan ket:
Hen ober pelloc'h n'hellan ket:
Ho pried zo aze douaret!-
Itron ar C'hont pa deus klevet,
Raktal d'an douar 'zo semplet;
Raktal d'an douar 'z eo semplet,
Ha war al lec'h ez eo marvet!