Paroles de la chanson Sonig (41) (Chansonnette) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Sonig (41) (Chansonnette)"

Paroles de la chanson Sonig (41) (Chansonnette) par Chansons Bretonnes

Me am boa choazet 'vit mestrez
La diguedoñ la deriloñla
Me am moa choazet vit mestrez
Ur plac'hig koant a Vontroulez

Va mestrezig 'vont davit dour
Ha me goulenn mont d'he sikour

Hag ive goulenn diganti
Hag hi voa kontant dimeziñ

Hi ober un tammig hej skoaz
Ha neuze komañs da ouelañ

« Ma dousig koant na ouelet ket
Ni a vo hon daou dimezet

Ni yel' hon daou d'an Normandi
Da zerc'hel un ostaliri

Da zerc'hel un ostaliri
Ni vo daou zen o chom enni

Neuze ni en em ambarko
War ur vag evit Sant Malo

Da Sant Malo pe Sant Brieg
Evit deskiñ mat ar Galleg

Evit deskiñ mat ar Galleg
Pa n'ouzomp met ar Brezhoneg »

Pa oemp arru en Sant Brieg
E oe lodennet ar Galleg

E oa graet e lod d'ar Galleg
Hag e hini d'ar Brezhoneg

Skrivet Galleg war baper gwenn
Da lakaat 'barzh en em jiltenn

Nemet ma jiltenn a oa toull
Koue'et ar Galleg 'barzh ur poull

Ha kaer hom boe touet Doue
Bretoned e oemp koulskoude

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes