Paroles de la chanson Sant Juluan (Saint Julien) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Sant Juluan (Saint Julien)"

Paroles de la chanson Sant Juluan (Saint Julien) par Chansons Bretonnes

I

Juluan 'zo un den vaillant,
A ligne nobl ha puisant,
Ez ia un de, hep lakad mar,
Da draon ar c'hoad da chaseal.

En traon ar c'hoad pa arruaz,
Ul loenik rouz a rankontraz,
Ul loenik rouz, pewar zroad-gwenn,
Ha daou gorn zavet war he benn.

- Juluan, lares-te d'in-me,
Ewit petra am c'heuilles-te ?
Ewit petra am c'heuilles-te,
Mar n'eo ewit kaout ma buhe ?

Mar am lazes, te a lazo
Da dad ha da vamm war un dro ;
Te lazo da vamm ha da dad,
Ho daou, er memeuz gwelead ! -

- Me gouitafe kentoc'h ma bro
Ewit ma teufenn d'ho lazo ;
Kouitad ma bro ha ma c'hartier,
Mont da di 'r prinz da zervijer ! -

II

Ur prinz a oa hag hen karre,
Evel unan he vugale,
Hag ar prinz-ze hen dimezaz
D'un dimezell euz un ti braz.

Gouarner 'n he di laket a oe,
Ha kabitenn war he arme.....
Neuze tad ha mamm Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,

Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz he zoare,
En toull ar porz pa arrujont,
Un itron-gaer a zaludlont.

- Daou denik koz ha deread,
Pelec'h oc'h bet ken divezad !
- O klask ur mab hon euz kollet
Ha Juluan ez eo hanwet. -

- Deportet ho taou, deut en ti,
Ganin-me a lojfet fete ;
Ma friet n'ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. -

Pa doa roët d'he da goania,
Ho lak' 'n ur gwele ar gwella.... .
Juluan pa 'z arru ar ger.
A oa tentet gant Lusufer ;

Roët d'ez-han d' gredi parfet
Ez oa ur pez-fall he bried
Bars en he gambr pa antreaz,
Daou den 'n he wele a welaz :

Hag hen o kommer he gleze,
Ho lazan ho daou 'n he wele.
War ar pave pa ziskennaz,
He bried paour a rankontraz :

- Ma fried paour d'in-me laret,
Piou en ho kwele 'c'h euz laket ?
Piop en ho kwele 'c'h euz laket,
Me 'sonje oa c'hui 'm boa lazet ? -

- Ho tad hag ho mamm, Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,
Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz ho toare. -

- Itron Varia ar Folgoat !
Al loen hen doa d'in laret mad,
E lazjenn ma mamm ha ma zad,
Ho daou er memeuz gwelead !

Dalet breman ann alc'houeou,
Ha taolet ewez ar madou ;
Me ia brema d' rivier Jourdenn,
D'ober d'am zorfed pinijenn. -

- Ma fried paour antreit enn ti,
Ma lakafomp ho interri ;
Lec'h m' iel' unan, iefomp hon daou,
Evel ma 'z omp gwir briejou ! -

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes