Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Rozmelchon par

I

- Ma zad, ma manm, mar am c'haret,
N'am c'hasset ket d'ar varadek;

N'am c'hasset ket d'ar varadek,
Gant Rozmelchon 'z on c'hoantaët. -

- C'hui iel' abred warc'hoas 'r beure,
Pa vo Rozmelchon 'n he wele. -

Naïk ar Manchou n'ouie ket
Oa 'n tall ar prennestr o klewet. -

II

Kenta den a deuz rankontret,
E Rozmelchon, 'n korf he roc'hed ;

E Rozmelchon, 'n penn he ale,
Savet abred euz ar beure.

- 'Naïk c'hui 'zo abred savet,
Pelec'h ma 'z et, pe ma 'z oc'h bet ?

Deuit-c'hui ganin-me d'am zi,
'Wit ma tebrfomp hon dijuni. -

- Debret ganin ma dijuni,
En Kvezennek verreninn,

Euz taol ann aotro, ann itron,
Ar re-se am c'hrar 'n ho c'halon. -

- Naïk deut ganin d'am jardinou,
'Wit dibab ar c'haera bleuniou;

'Wit dibab ar c'haera bleuniou,
D'ar baotred iaouank 'vo eno. -

- En Kervezennek 'z euz kanvou,
D'ar mab-henan, a zo maro. -

- M'e marw mab-henan ann aotrou,
N'eo ket c'hui zougo ar c'hanvou. -

- Tec'het, aotro, ma tremeninn,
Pec'het oc'h euz balamour d'inn ;

Avanset-mad ez eo ann de,
Divezad vo p'arruinn-me. -

A-vriad en-hi eo kroget,
Ar pot diwar hi fenn 'zo koet ;

Ar pot diwar hi fenn ' zo koet,
Hag al leaz a zo bet skuillet, -

- M'ouife Kervezennek Leon
'Venn aretet gant Rozmelchon,

Hennes sur deufe d'am c'herc'had,
Pa skuizfe nao marc'h bep-kammad. -

- Na rann mui forz euz da leon,
Ewit na rann-me a-c'hanout ! -

En-hi neuze ez eo kroget,
Gant-han d'ar c'hastel hi c'hasset.....

- Naïk deut ganin d'am c'hambrjou,
Da zibab per hag avalou. -

- Wit dibri per hag avalou,
Me a renko kaout kontellou. -

N'oa ket hi gir peurlavaret,
Ter c'hontel d'ez-hi presantet :

Unan troad-ruz, unan troad- wenn,
Hag unan-all en aour melenn

Euz hi Doue 'deuz goulennet :
- Ma Doue, d'in-me lavaret,

Pe me em laz, pe na rinn ket ? -
'N kreiz hi c'halon deuz-hi siket !

Pa zistro Rozmelchon en dro,
'Oa Annaïk war hi geno :

- Penamet daoni ma ine,
N'oas ket et gwerc'h dirag Doue! -

III

Kervezennek a vonjoure
En ti Rozmelchon p'arrue :

- Demad ha joa bars ann ti-ma,
'Nn aotro Rozmelchon pelec'h 'ma? -

- Ann aotro n'ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. -

- Gaou a lares war da ine !
Rag Rozmelchon ' zo 'n he wele;

Ar Rozmelchon a zo er ger,
Me lako ann tan 'n he gastel;

Me dewo he gastel a-grenn,
Hag hen en-han da c'houlaouenn !.... -

IV

Ha setu dewet ar c'hastel,
Hag ar Rozmelchon euz ar beer !

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes