Paroles de la chanson Pe trouz war an douar (Quel bruit sur la terre) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Pe trouz war an douar (Quel bruit sur la terre)"

Paroles de la chanson Pe trouz war an douar (Quel bruit sur la terre) par Chansons Bretonnes

Pe trouz war an douar, pe gan a glevan-me ?
Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv ?
Aeled, lavarit deomp perak ho kanaouenn ?
Er bed petra nevez zo erru a laouen ?

Kanit ivez ganeomp, kanit, pobl an douar
Ni deu da lâret deoc'h un neventi hep par :
Ur Mabig benniget, Roue Jeruzalem,
A zo ganet 'vidoc'h e kêr a Vethleem

En un taol 'kreiz an noz eo ganet war ar maez
En ur c'hozh kraou disto, 'kreiz an dristidigezh,
"C'hwi her c'havo eno, dister etre daou loen
'Vit tommañ e vemproù n'en deus 'met o alan"

Eno e vo gwelet Mestr bras an holl er bed
War un dornadig plouz en un nev astennet
Eñ zeu da vezañ paour 'vit hor pinvidikaat
'Vit distag ho kalon diouzh ar bed evit mat

Erru eo an termen eus ar profesioù
O noz mil gwech eürus a dorr hol liammoù !
Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari,
Deut eo Doue da zen, erru eo ar Mesi

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes