Paroles de la chanson Paotred Plouieou (Les jeunes hommes de Plouyé) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Paotred Plouieou (Les jeunes hommes de Plouyé)"

Paroles de la chanson Paotred Plouieou (Les jeunes hommes de Plouyé) par Chansons Bretonnes

I

Mallozh d'an heol, mallozh d'al loar,
Mallozh d'ar glizh a gouezh d'an douar, oh !
Mallozh d'ar glizh a gouezh d'an douar

Mallozh d'an douar, d'an douar-Plouieou
A zo kiriek da wall-strifoù, oh !
A zo kiriek da wall-strifoù

A zo da wall-strifoù kiriek
Tre an aotrou hag an tieg

A lak ar strafuilh war ar maez,
A lak meur a hini diaes

Meur a zivab, hag intañvez,
Meur a vinor ha minorez,

Meur a grouadur war an henchoù
Gant o mamm, o skuilhañ daeloù

Mallozh ruz d'an dudjentil-kêr
A ra bec'h war al labourer ;

Tudjentil neo, rederien gall,
Ganet e korn ur park banal

Pere na sell ket mui ouzh Breizh
'Get ouzh koulm naer deut en he neizh

II

Disul gwenn, goude 'n ofern-bred,
Ar c'hilhog ker barzh ar vered ;

War ziri 'r groaz, Archer Kemper,
E zaoulagad o teviñ taer,

E zaoulagad taer o teviñ,
'Vel ur podad dour o virviñ

" Selaouet holl, paotred Plouieou,
Selaouet mat an embannoù :

Evit ar bloaz hag an deiz krenn,
Ra vo prizet tra peb perc'henn ;

Ho tier kerkoulz hag ho stu ;
Ar mizoù diwar ho koust-hu ;

Hag it lec'h-all, c'hwi hag ho tud,
Gant arc'hant flamm, da glask ur c'hlud "

Oa ket ar ger peurlavaret,
Savet strafuilh barzh ar vered,

Tud kozh ha yaouank da grozañ,
Darn da wac'hañ, darn da ouelañ ;

Darn all da gouezañ d'an douar,
Mantret ar galon gant glac'har.

" Kenavo, tadoù ha mammoù,
Na stouimp mui war ho pezioù !

Ret eo mont bremañ divroet,
Kuit deus lec'h emaomp bet ganet,

Ha war boull ho kalon maget,
Hag etre ho tivrec'h douget.

Kenavo, sent ha sentezed,
Na zeuimp mui d'ho tarempret ;

Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hent ar baourentez "

Paotred Plouieou o deus laret :
" Tavet, merc'hed, na ouelet ket,

Ken na welfet gwad peb tieg
War dreuzoù e di o redek,

Ken na welfet al lomm diwe'añ :
Gwad ar C'hallaoued da gentañ "

An archer, evel pa glevas,
Diwar sez ar groaz a lammas,

N'ouie doare pelec'h tec'het ;
'Vel den rag e benn en deus graet ;

Barzh ar garnel emañ lammet,
E-touez eskern ar Vretoned

Hogen, klevet ur seurt burzhud :
An eskern a zrask, evel tud ;

Hag a sav sonn, em unanet,
Enep an archer war o zreid ;

Ha setu eñ peurzispennet,
Ha dindano peurzouaret.

III

Paotred Plouieou a lavare :
" Deomp-ni da c'hout hon digarez "

E Kemper dal' ma errujont,
O aotrounez a c'houlenjont :

" Digoret d'an dud diwar maez,
Ma' gomzint ouzh o aotrounez.

- It alese, kozh-tieien,
Ma na garit klevet poultr gwenn

- Ni a ra forzh gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc'henn "

Oa ket ar gomz peurachuet,
Tregont tieg a zo lazhet

Tregont lazhet, ha tri mil tre ;
Hag an tan er gêr, ha ker ge !

Ken a grier : " ai ! aou ! ai ! aou !
Truez ! truez ! paotred Plouieou ! "

Diskaret leizhig a dier,
Nemet hini eskop Kemper,

Hini Rosmadeg, 'n aotrou kaezh,
A zo mat d'an dud diwar maez ;

A zo den a wad roueoù Breiz,
Hag a zalc'h mat d'hor C'hizioù reizh

An aotrou eskob a venne,
Er ruioù kêr pa 'dremene :

" Dale d'an droug, ma bugale !
En an' Doue ! dale ! dale !

Paotred Plouieou, it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C'hiz "

Paotred Plouieou 'sentas outañ
"Deomp-ni war hor c'hiz, ac'hanta ! "

Nemet dre wall-chañs 'deus-int graet :
N'int ket holl d'ar gêr erruet

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes