Paroles de la chanson Morlarje Landreger (Carnaval de Tréguier) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Morlarje Landreger (Carnaval de Tréguier)"

Paroles de la chanson Morlarje Landreger (Carnaval de Tréguier) par Chansons Bretonnes

War ar c'heleioù a lenner
Penaos en kêr a Landreger
A zo bet ur cholori vras
Evel n'hon eus klevet biskoazh
Barzh en ur vro sivilizet
Gwasoc'h int bet 'vit sauvajed
Man turlufan turlurette
Eva c'houip, c'houic'h, c'hwec'h
Man turlurette et roul lon la
Man turlura

Bete vremañ Landregeriz
A oa uzelet gant justiz
Evel skouer d'an holl Vretoned
Mez bremañ o deus 'n em vastaret
Rag n'ez eus micher izeloc'h
Evit n'ez eo dilost ar moc'h

Kriz vije 'r galon na ouelje
A lare din moñs Gwenole
O klevet ar wiz 'skourijal
Dirak ur vandenn dud vrutal
Ha pere na n'espernont den
Nag 'n Aotrou Mer nag e seizenn

Nez eus ket ezhomm da c'houlañ
Keloù deus Harri an Daogan
N'eus ket abaoe ma skuilh daeroù
Deus loened paour a zo marv
En ur feson ar skrijusañ
A ouifed da imajinañ

Siwazh, siwazh ! Landregeriz
Ar wech-mañ 'peus poac'hed ho piz
P'oc'h eus bet abred ankoue'het
Ho poa un eskop goulennet
Un druez ve reiñ eskibien
Da dud a zo ker skañv o fenn !

Alies a wech am eus klevet
Komz a c'housperoù d'ar c'hwiled
Met biskoazh nep lec'h ne glevis
Komz a c'housperoù da ur wiz
Chañjet a c'hiz ma mignoned
Pe vefet trec'h d'ar sauvajed

Bremañ hallo Landregeriz
Da vijiloù debriñ saousis
Ha disfial re a Langoat
Da ve'añ birviken ankoat
Ar pezh a zo bet c'hoarve'et
D'ur wiz de ve'añ dilostet

E Landreger emañ ar c'hiz
Da redek holl war-lec'h ur wiz
Kerkoulz bourc'hizien 'vel noblañz
Ho devoe peb a dismegañz
P'o deus kavet o flijadur
E-barz en c'hoarioù ken hudur !

Na mar oc'h eus c'hoant da glevet
Gant lost ar wiz petra zo graet
Kaset eo bet de Arago
Hervez lavar er c'heleioù
Gant ar lost-mañ an den gouiziek
N'eus graet ur steredenn lostek

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes