Paroles de la chanson Kroaz an hent (La croix du chemin) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Kroaz an hent (La croix du chemin)"

Paroles de la chanson Kroaz an hent (La croix du chemin) par Chansons Bretonnes

Evnig a gan er c'hoad huel,
Ha melenig e zivaskell
E galonig ruz, e benn glas
Evnig a gan beg ar we'enn vras.

Abredik-mat eo diskennet
War lezenn treuzoù hon oaled,
Keit ha ma oan gant ma fater :
- Evnig mat, petra a glasker ?-

Kement a c'herioù 'neus laret,
Ma 'z eus rozennoù er boched
Kemeret un dous, va mignon,
A lakay laouen ho kalon.-

Gwelet em eus tal kroaz an hent,
Dilun, ur plac'h evel ar sent
Me yel disul d'an oferenn,
Hag he gwelin war an dachenn.

'Mañ he daoulagad en he fenn
Sklaeroc'h eget dour er werenn.
Hag he dentigoù naet ha gwenn,
Zo kaeroc'h eget perlezenn.

He daouzorn hag he divjod ruz,
Gwennoc'h eget laezh er pod du;
Ya ! mar he gwelfec'h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.

Pa 'm befe kement a vil skoed,
Hag en deus markiz Pontkalek ;
Ha pa 'm befe ur vein-gleuz aour,
Ma n'em eus ar plac'h me zo paour.

Na pa 'z afje war dreuz hon nor,
E-lec'h raden glaz, bleunioù aour ;
Na pa zafjent leizh ma liorzh,
Ma m'em eus ma dous, ne ran forzh.

Kement tra deus he lezenn red
An dour deus ar feunteun a red,
An dour ya d'an traon, d'an izel,
An tan d'an neñv ha d'an uc'hel;

Ar goulm a c'houl un neizhig kloz,
Ar c'horf marv a c'houl ar foz,
Hag an ene ar baradoz
Ha me ho kalonig, va dous.

Me a yelo peb lun vintin,
Da groaz an hent, war ma daoulin,
Me a yelo d'ar groaz nevez
Abalamour d'am c'harantez

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes