Paroles de la chanson Gwerz Tomazig ar Gow ( Complainte de Thomas Le Goff ) par
Kabiten ar Syndic a lare
Ur sul d'abardaez dirak Mode (bis)
C'hwistim bepred bolontez Doue
E kafet ur mestr pilot feteiz
Losket un tenn kanol ervat
'Vit goulenn pilot deus a Vrehat
E oe gantañ Tomazig ar Gow
Ar bravañ pilot a oa er vro
"Devezh mat deoc'h, Tomazig ar Gow
Ha c'hwi ho pe soegn eus ma madoù ?
Ha c'hwi ho pe soegn eus ma madoù
Ur sul d'abardaez dirak Mode (bis)
C'hwistim bepred bolontez Doue
E kafet ur mestr pilot feteiz
Losket un tenn kanol ervat
'Vit goulenn pilot deus a Vrehat
E oe gantañ Tomazig ar Gow
Ar bravañ pilot a oa er vro
"Devezh mat deoc'h, Tomazig ar Gow
Ha c'hwi ho pe soegn eus ma madoù ?
Ha c'hwi ho pe soegn eus ma madoù
Ha d'ho rentañ din e Sant Malo ?
Ya da Sant Malo da vord ar c'hae
Deus a vord ar c'hae gant gras Doue"
Tomazig ar Gow a lavare
Da Gabiten Syndic a neuze
"Lofet ur bordead war an traezh
Ec'h afomp da enez Koad da baouez
Me 'm eus aon e ve diwe'at mat
'Vit mont da baouez en Enez Koad"
Kabiten Syndic a lavare
Da Domazig ar Gow hag a neuze
"Tomazig ar Gow loveet ervat
Ya da Sant Malo da vord ar c'hae
Deus a vord ar c'hae gant gras Doue"
Tomazig ar Gow a lavare
Da Gabiten Syndic a neuze
"Lofet ur bordead war an traezh
Ec'h afomp da enez Koad da baouez
Me 'm eus aon e ve diwe'at mat
'Vit mont da baouez en Enez Koad"
Kabiten Syndic a lavare
Da Domazig ar Gow hag a neuze
"Tomazig ar Gow loveet ervat
Rak aze zo ur garreg bennak"
Tomazig ar Gow a lavare
Da Gabiten Syndic hag a neuze
"Ma ouzoc'h ma micher gwel 'vit on
C'hwi n'ho poa ket e'hom ac'hanon"
Ne oa ket e c'her peurlavaret
Oa 'r paour kaezh Syndic war ar garreg
Tomazig ar Gow ne oa ket sot
Ober a reas lamp en e chaloup
Lampas 'n e chaloup evel ur c'hi
Hep biskoazh ne zo bet ta hini
Na beañ e zo triwec'h bloaz zo
Tomazig ar Gow a lavare
Da Gabiten Syndic hag a neuze
"Ma ouzoc'h ma micher gwel 'vit on
C'hwi n'ho poa ket e'hom ac'hanon"
Ne oa ket e c'her peurlavaret
Oa 'r paour kaezh Syndic war ar garreg
Tomazig ar Gow ne oa ket sot
Ober a reas lamp en e chaloup
Lampas 'n e chaloup evel ur c'hi
Hep biskoazh ne zo bet ta hini
Na beañ e zo triwec'h bloaz zo
N'oa ket bet ar vag e Sant-Malo
N'oa ket bet ar vag e Sant-Malo
Oa ganti arc'hant e beajoù
Bez a oa ganti aour hag arc'hant
Ha niver all a vezher Holland
Ha niver all a vezher Holland
Hag a lakas merc'hed Brehat koant
Tomazig ar Gow a lavare
Na war chafod ha pa bigne
"Me am eus kemeret poan avat
Da lakad pinvik merc'hed Brehat
Ha 'vit gwelet bremañ ma c'hrougañ
N'oa ket bet ar vag e Sant-Malo
Oa ganti arc'hant e beajoù
Bez a oa ganti aour hag arc'hant
Ha niver all a vezher Holland
Ha niver all a vezher Holland
Hag a lakas merc'hed Brehat koant
Tomazig ar Gow a lavare
Na war chafod ha pa bigne
"Me am eus kemeret poan avat
Da lakad pinvik merc'hed Brehat
Ha 'vit gwelet bremañ ma c'hrougañ
Ne 'z eus hini an'he o ouelañ
Setu ar mezellour dign er vrank
Sellet ouzhin tud kozh ha yaouank"
Setu ar mezellour dign er vrank
Sellet ouzhin tud kozh ha yaouank"