Paroles de la chanson Breizhiz, kouezhomp d'an daoulin (Bretons, tombons à genoux) par
Breizhiz, kouezhomp d'an daoulin, hag hep fallgaloniPedomp Jezuz da gemer truez ouzh hor bro-ni
Breizh diskaret ur piled nebeutoc'h a skedo
War aodoù ar c'hornaouog, na teñval e vezo
Breizhiz, pedomp a galon ma vo adsavet Breizh
En he c'haer, evel gwechall, gant he yezh hag he feiz
Hep feiz kristen, er broioù n'hell bezañ urzh ebet
Hep brezhoneg, kennebeut, n'hell bezañ Breizh ebet