Paroles de la chanson Bale Kadoudal (La marche de Cadoudal) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Bale Kadoudal (La marche de Cadoudal)"

Paroles de la chanson Bale Kadoudal (La marche de Cadoudal) par Chansons Bretonnes

E kambr ma zad e oan kousket
Me n'em boa soñj a dra erbet

Me 'm boa enor ha plijadur
Mes allas, bremañ ne'm eus ket mui
Kollet em eus ma eürusted
Me 'r c'hlask e pep lec'h ha me n'he c'havan ket

Deuet eno tri pe pevar jañdarm
Int em stlej en ere ar stag

D'ar prizon ec'h on konduiet
Tre daou jañdarm ec'h on kaset

Er prizon pand on antreet
Er ur basfos ec'h on taolet

Men emañ aet mam breur Jozon
Pa n'her c'hlevan ket mui o son ?

Men emañ aet mam breur Loeiz
Pa n'her gwelan ket mui james ?

Men emañ aet ma c'hoar Mari
Pa n'he gwelan ket dre an ti ?

E-men emañ douaroù ma zad
A vezen-me o kardellat ?

Men emañ aet saout ma zad
A gasen d'ar prad da voueta ?

Men emañ aet roñseed ma zad
A yaen gante da labourat ?

E-men emañ aet chas ma zad
A yaen gante da jiboesaat ?

Men emañ aet lanneg Bubri
Ma jiboesaen lies enni ?

Men emañ aet ruioù Alre
A vezen o vale enne ?

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes