Paroles de la chanson Ar yod pouloudet (La bouillie grumeleuse) par
'Tre e gog ha Fañch Begok
Ez eus savet un tamm krog
Ur gaoteriad yod silet
A yene war an oaled
Ar c'hog voe kaset er-maez
Keit ma 'n'em lakae ar vestrez
Da ziskarg laezh er skudili
Ul loaiad vat da bep hini
Yann Gog ne voe ket pell
Da ziredek, hag a-denn-askell
Ha pik ha pik er pod
'Vit kaout lod eus ar yod
"Daonet vin, va mignon pront
Me gav ez oc'h divergont
'Tebriñ yod a-vegadoù
Ez eus savet un tamm krog
Ur gaoteriad yod silet
A yene war an oaled
Ar c'hog voe kaset er-maez
Keit ma 'n'em lakae ar vestrez
Da ziskarg laezh er skudili
Ul loaiad vat da bep hini
Yann Gog ne voe ket pell
Da ziredek, hag a-denn-askell
Ha pik ha pik er pod
'Vit kaout lod eus ar yod
"Daonet vin, va mignon pront
Me gav ez oc'h divergont
'Tebriñ yod a-vegadoù
Re all a rank kaout loaioù!
- Petra, a respont a c'hog,
N'emaon ket o tebriñ yod
Met o tibab ar pouloud
Labour 'm'eus d'o zapout!
Da wreg a gollo he brud,
Soñj 'ta peseurt tabut
Dismegañs eo d'ar merc'hed
Aozañ yod pouloudet"
- Petra, a respont a c'hog,
N'emaon ket o tebriñ yod
Met o tibab ar pouloud
Labour 'm'eus d'o zapout!
Da wreg a gollo he brud,
Soñj 'ta peseurt tabut
Dismegañs eo d'ar merc'hed
Aozañ yod pouloudet"