Paroles de la chanson Ar paour-kaezh Lanig (Le pauvre Lanig) par
Me zo ur paour-kaezh den a ziwar ar bed-mañA zo en un exil eus ar re gruellañ
Didostet holl tud yaouank ha deoc'h me tiskouezo
An hent war behini am eus kerzhet atav
Tremenet eo an deiz, ha degoue'et an noz
Hag a-benn na vo pell, teuy an dud da repoz
Ha me, paour-kaezh Lanig, e kornig ma jardin
N'ouzon ket petra ober, pe gouelañ pe c'hoarzhin
Me 'glev an eostig kuzh gant he vouezh alaouret
Zo komañset da ganañ 'barzh ar c'hoajoù kuzhet
Hag ar merc'hed yaouank fur en em rejouisañ
Tralala lalala, trida, trida, trala