Paroles de la chanson Ar marc'heger hag ar verjelenn (Le chevalier et la bergère) par
I
- Lâret-c'hwi din, berjerenn, petra ret hoc'h-unan ? -
- Ma eo ober ur boked dimeus a vleuñ balan. -
- Lâret-c'hwi din , berjerenn , na da biou eo hen graet ? -
- M'eo d'Ervoan an Henan, ka d'am muiañ-karet. -
- Mar eo Ervoan an Henan lareur eus ho pried,
Seizh bloaz 'zo ez eo maro, en douar-kerc'h interet. -
- Mar eo maro ma fried, Doue d'hen pardono.
Ha mar 'mañ en buhez, Doue d'hen konsolo !

Ha mar 'mañ en buhez, Doue d'hen konsolo,
Rak me eo sur he bried , Doue d'am konforto ! -
- Deut-c'hwi ganin, berjerenn, edan ur bodig-glas,
Me choazo deoc'h un habit dimeus a ekarlaz. -
- Ho ! salv-ho-kras, marc'heger, salv-ho-kras na 'z in ket,
Un habit lienn-leoïenn zo mat din da gavet :
Un habit lienn-leoïenn na pa ve kannet-gwenn,
A zo mat d'ur verjerenn 'vit mont d'an oferenn. -
- Deut-c'hwi ganin, berjerenn, edan ur bodig-glas,
Rak an amzer a zo kriz, an avel a zo bras. -
- Ho ! salv-ho-kras, marc'heger, salv-ho-kras na 'z in ket,
Rak ofañsiñ ma enor, koll respet ma fried.
- Lâret-c'hwi din, berjerenn, piou 'lareur anezhañ ? -
- Ho trugarekaat da c'houl, m'eo Ervoan an Henan. -
- Mar eo Ervoan an Henan 'lareur eus ho pried,
Seizh bloaz 'zo ez eo maro, 'n douar kerc'h interet ! -
- Mar eo maro ma fried, Doue d'hen pardono,
Ha mar emañ en buhez, Doue d'hen konforto ! -
Ker skuizh a oa he galon o tevisañ diouti,
Ken lemas e vanegoù evit parlant ganti.
- Mar eo maro ma fried, evel ma lavaret,
Emañ sur ma diamant war darn ho pizied. -
- Lâret-c'hwi din berjerenn, ha me a ve lojet
En ostaliri m'oc'h-c'hwi o vesañ an deñved ? -
- Oh ! ya, 'mezi, marc'heger, lojet mat a vefet ,
Bezañ zo marchosioù 'vit lakaat ho roñsed ;
Bezañ zo marchosioù 'vit lakaat ho roñsed,
Ha gweleoù mat a bluñv, d'ho lakaat da gousket.
II
Mont a ra ar marc'heger, da c'houlenn da goaniañ,

Goulenn 'ra ar verjerenn 'vit dont d'hen servijañ.
- Salv-ho-kras, 'me 'n hostisez, salv-ho-kras n'yelo ket,
Seizh bloaz zo 'mañ en ti-mañ, den na deus servijet.
Dont a ra ar marc'heger d'ofr dezhi da evañ,
Hag o tont ar verjerenn da gomer digantañ.
O tonet ar verjerenn da gomer digantañ,
Dont a ra an hostisez 'n despet hi fasatañ.
- Terrupl, 'mezhañ, hostisez, ho kavan iffrontet.
Dont dirak ma daoulagad d' fasatañ ma fried !

Lâret-c'hwi din berjerenn, pelec'h 'mañ ho tilhad,
Rak pa oan aet deus ar gêr, c'hwi a oa gwisket mat ?
- Leal, 'mezi, marc'heger, aet int d' wiskañ ma mab,
A zo seizh bloaz 'zo er skol, ur bugel desket-mat ;
A zo seizh bloaz 'zo er skol, ur bugel desket-mat,
Met mar eo gwir a lâret, na welo ken e dad ! . . . . .