Paroles de la chanson Ar c'horn bras Populo (La grande pipe Populo) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Ar c'horn bras Populo (La grande pipe Populo)"

Paroles de la chanson Ar c'horn bras Populo (La grande pipe Populo) par Chansons Bretonnes

Mont a ra da di ar c'hornier
- Ma c'horn, emezañ, zo dister
- Me royo dit ar Populo
Met ur gwenneg dit a gousko

- Nag a goustfe triwec'h tiner
A lavar neuze d'ar c'hornier
Me renko kaout ar Populo
Chef ha Roue an holl gernioù (de toutes les pipes)

- Setu aze, 'me ar c'hornier,
Ar c'horn, ha na n'eo ket dister (une pipe qui n'est pas grêle)
- Gwir eo, 'me'añ, hemañ zo bras
'N hanter troatad a zo 'n e faz

Ha kemend all a zo 'n e c'har
Gredan ket a vet kât e bar
Me ya da danañ 'r c'hornead (je vais fumer une pipée)
Hag a bado ur gwall bennad

Hervez rapport ar c'hornier
Eo padet un eur hanter
Butunat ra dre ar ruioù
Butunat gant ur Populo

Losken a ra moged en aer (il lance de la fumée en l'air)
Ken ac'h eo ambrunet tout kêr
Losken a ra ur vogedenn
A zo heñvel ouzh ur vrumenn

Dont a ra 'n dud maez o zier
Da welet an instrumant-se :
"N'eo ket eus ar Rouantelez

An den-mañ zo deus an Afrik
Petramant deus an Amerik
Hennezh, eme, zo deus ar Frañs,
Hag en deus madoù 'n aboundañs

- Ret eo krediñ 'ne'fe madoù
Raok konduiñ ur Populo (avant d'entretenir un populo)
Ret eo krediñ 'ne'fe madoù
Raok konduiñ ur Populo

- Leveret-hu din bourc'hizien
Petra glaskit-hu 'n ur vandenn ?
Pe c'hwi 'peus c'hoant d'am atakiñ
Peotramant d'am outrajiñ ?

- Na glaskomp ket hoc'h atakiñ
Na kennebeut hoc'h outrajiñ
Glaskomp netra en nep fason
Netra amañ nemet boeson

Rak hervez zo dimp raportet
Gant unan eus ho koñsoted
A oac'h frank de be'añ lagout (vous payez franc de la goutte)
Dre lec'h ma tremenec'h partout

A-wechoù paean bannac'hoù
P'arruan gant kamaradoù
Sur on mar me bet ur bannac'h
Me rafe tra la la ganeoc'h

O pediñ a ran Jakettan
Karolin ha Paolinañ
Da reiñ dezhañ dreuz e visaj
Rak an den-mañ gaozee sovaj

Gredan ket, eme Jakettañ,
Reiñ dezhañ 'r flipad kentañ
Mez pa gomañzo Paolinan
Neuze lampfomp hon zeir gantañ (nous sauterons toutes les trois sur lui)

Neuze e komañs Karolin
Bouboual war he zaboulin
Mez pa gomañzo Paolinan
Neuze lampfomp hon zeir gantañ"

Neuze e komañs Karolin
Bouboual war he zaboulin
Kazi 'vel pa vije 'c'h embann
C'hwi, ma mignon, zo klask chikan (cherchez chicane)

Neuze komañs ar Populo
Chef ha Roue d'an holl gêrioù
Da skeiñ gante dreuz o genou
Ken a loskent kriadennoù

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes