Paroles de la chanson Ar Boudedeo (Le Juif-Errant) par
Soñjit eta Bretoned pegement a c'hlac'harEn deus ar Boudedeo bremañ war an douar
Bremañ war an douar
Renkout kuitaat e gartier, e wreg, e vugale,
Hep kimiadiñ diouto evit atav bale
Pa en devoe baleet un nombr a vloavezhioù
Ec'h erruas en Ejipt pell-bras dimeus e vro
Eno emañ ar Mor Ruz e-lec'h m'oe tremenet
Moisez gant pobl Doue hep kavout droug ebet