Aller au contenu principal

Paroles de la chanson Annaik Kozik (Annette Cozic) par

Kriz vije 'r galon na ouelje,
'R ger a Razon nep a vije,
O welet Annaïk Kozik
O vont d'ar prison etre tri ;

O vont d'ar prison etre tri,
'R bugel 'n ur baner dira-z-hi,
Ha ma lavare, dre ma 'z ee :
- Ar bugel-ze n'eo ket d'in-me ! -

Annaïk Kozik a lare
'N tal ar steir d'hi mamm, un dez oe :
- Ma mammik paour, d'in-me laret,
Na kanna ho tillad a ret ?

- Kanna ma dillad, gwenn 'vel erc'h,
Petra 'c'h euz a newez, ma merc'h ?
- Ma mammik paour, mar am c'hredet,
Ho tillad aze a lezfet ;

Me 'zo deut d'ho pedi m' mamm, m' zad,
Da vont ewit-on d'ar Folgoat,
Diarc'henn, dilour war ho troad,
Ma klewo 'r Werc'hes ho mennat.

En distro, dre Razon 'teufet,
C'hui 'welo glaou ha ludu gret ;
C'hui 'welo glaou ha ludu gret,
Euz ar galonik 'c'h euz ganet ! -

- Na pez torfed oc'h euz-c'hui gret,
Mar gwelann glaou ha ludu gret;
Mar gwelann glaou ha ludu gret
Euz ar galonik 'm euz ganet ! -

- Ar gouarneres euz ann ti
Lec'h ma oann-me o serviji ;
Lec'h ma oann-me o serviji,
Oa mignoned 'nn aotro hag hi ;

Ha pa oann em gwele kousket,
Ur bugel-bihan deuz ganet ;
Ganin em gwele deuz-han laket,
Klasket 'r justiz d'am c'homerret ;

Klasket 'r justiz d'am c'homerret,
M' oun 'n prizon Razon dastumet. -
- Penaoz 'n prizon Razon dastumet,
Pa 'z oc'h deut ama d'am gwelet ! -

- Dre c'hraz ar Werc'hes benniget,
Dont aman m' mamm, am euz gallet ;
Dre c'hraz ar Werc'hes benniget,
A zo em flaz en em laket !

- Ma merc'h, me ielo d'ar Folgoat,
Diarc'henn, dilour ha war-droad ;
Diarc'henn, dilour ha war-droad,
Ma klewo 'r Werc'hes ho mennat. -

Bourrew Razon a lavare
Diwar ar chaffot, un dez oe :
- Tud-a-justiz, em aretet,
Hag c'hui pe me 'zo bet manket ;

C'hui pe me a zo bet manket,
'R feumeulenn-ma na varwfe ket !
Bet on ter-gwes war hi diou-skoa,
Nemet c'hoarzin ouzin na ra !

Nemet laret d'in : - C'hoas ur wes,
Wit plijout d'ar gompagnunes ! -
- Annaïk Kozik, d'in laret,
Petra c'hoarve na varwfeac'h ket ? -

- Ur goulmik wenn 'zo dreist ma fenn
A virr ma zaga gant kordenn :
'Nn itron Varia ar Folgoat
0c'h ober skabell 'dann ma zroad ! -

Annaïk 'c'hane oe lemmet,
Gwisket d'eï inviz rousinet,
Hag en kreiz un tantad taolet :
Ann tan diout-hi daou-anteret !

Annaïk Kozik a lare
'N kreiz tre ann daou den, en de-se :
- Me well arru 'r gouarneres,
Hag hi ker kaer hag ur brinses !

Lakit-hi em flaz, hag 'welfet
Pe hi pe me 'zoug ar pec'het ! ... -
P' arru 'r gouarneres en dachenn ,
A lamm ann tan en hi barlenn,

- Itron Varia ann Drinded,
Me n'on ket anter bunisset ;
Me n'on ket anter bunisset,
Ha tamal d'un all ma fec'het ! -

Paroles.net dispose d'un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes