Paroles de la chanson An droug-hirnez (Le mal du pays) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An droug-hirnez (Le mal du pays)"

Paroles de la chanson An droug-hirnez (Le mal du pays) par Chansons Bretonnes

An eorioù zo savet, setu ar flik-ha-flok ;
Kreñvaat ra an avel, mont a reomp kaer a-raok
Stegnañ reeur ar gwelioù, an douar a bella :
Va c'halon, siwazh din ! ne ra met huanadañ

Kenavo neb am c'har em parrez tro war-dro ;
Kenavo, dousig paour, Linaig, kenavo,
Ar c'himiad ma ran dit, ken evit da guitaat,
Marteze, siwazh din, da viken, evit mat.

'Vel un evnig lammet gant ur sparfell, er c'hoad,
Deus a gichen he far pa oant d'en em barat,
'M eus ket kalz a amzer da soñjal d'am glac'har,
Ker buan am lammer digant an neb am c'har.

Evel un oan a zen, pellaet deus e vamm,
N'ehanan da ouelañ, da deur'l klemmoù estlamm;
Ma daoulagad bepred troet trezek ar plas
E-lec'h out-te chomet, va mignonezig vras.

Pelloc'h va daoulagad na weljont nemet mor,
A gren a-zindanon, a lamm hag a zigor
Ha pa 'z an da soñjal 'mañ achuet gane
Ha me e gweled mor, em strinkañ ra d'an neñv.

Pa zeuis tre al lestr va estlamm a oa bras
Gwelet ur seurt kastell o vrallañ war mor glas
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
O c'horf brizhiet en gwenn livet gant livaj du

An aod evel ur c'helc'h, en-dro, pell diouzhen,
O rannañ en daou du ar mor bras hag an neñv.
Ha begig ar gwernoù, uhelloc'h deus an dour
Ha n'eo deus ar vered beg an uhellañ tour.

Gwel't hoc'h eus war ar roz en-dro d'ar raden glas,
O deus koulmoù a-walc'h koulz a-hed hag e kroaz,
En-dro d'ur wern ez eus liesoc'h a funienn
Evit a neudenn zo en-dro d'ar radenenn.

Allas ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Meveliñ ra va fenn, ne hallan soñjal mui.
Va c'halon a zigor ; 'n aner ran ar son-mañ
Marteze, siwazh din, n'em c'hlefot he c'hanañ

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes