Paroles de la chanson An Aotrou Gernevez a sant Yann Pleuzal (Le Seigneur de Kernevé de Saint-Jean en Ploézal) par Chansons Bretonnes

Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "An Aotrou Gernevez a sant Yann Pleuzal (Le Seigneur de Kernevé de Saint-Jean en Ploézal)"

Paroles de la chanson An Aotrou Gernevez a sant Yann Pleuzal (Le Seigneur de Kernevé de Saint-Jean en Ploézal) par Chansons Bretonnes

An Aotrou Gernevez n'eus graet
Ar pezh ne rafe den ebet (bis)

En ur ober ul lestr nevez
Da gas da bresant d'ar Roue

Met pa voe al lestr achuet
N'eo ket d'ar Roue eo kaset

E vab henañ da vestr warni
E vreudeur all da verdeidi

Ar mab henañ a lavare
E bord al lestr pa'n anbarke

« Dir eo ma c'halon pa ne rann
Pe gollan gwelet tour Sant Yann

Pa gollan gwelet ti 'r Polle
Mari vo gwaleürus em goude

Mar teuan d'ar gêr en buhez
Me he grey Itron a Gernevé

Me he grey Itron a Gernevé
Ganti pemzek mil skoed leve

- Tav te 'ta gant an dra-se d'i
Pe m'ez taolo er mor da veuziñ »

N'oa ket e c'her peurachuet
War e benn er mor eo bet taolet

Er mor don un tregont goured
War garreg Sauve eo 'n on rentet

Tri deiz ha teir noz ec'h eo bet
War garreg Sauve hep tamm ebet

Pa voe an tri deiz achuet
Ul lestr nevez n'eus damwelet

Ul lestr nevez n'eus remerket
Ober anseign de'i en eus groet

Na mestr al lestr a lavare
D'e vartoloded a neuze

« A-hont zo un den fortunet
Mont d'hen kerc'hat a zo ret »

'N Aotrou Gernevez a lare
Da vestr al lestr hag a neuze:

« Mestr bras al lestr, din o leret
Deus p'lec'h et aet ha p'lec'h ec'h et ?

- Deus douar Sant Yann e teuan
D'an Douar Nevez me ec'h an

- Deus douar Sant Yann pa n'oc'h deut
Petra nevez ho peus klevet ?

- N'em eus klevet netra nevez
Met gwilioudet Mari Polle

Met gwilioudet Mari Polle
Da damall d'an Aotrou Gernevez

- Ma c'haset d'an douar Sant Yann feteiz
Me baeo ho peach douar nevez »

En douar Sant Yann p'en eo diskennet
De di ar Polle eñ a zo aet

« Bonjour deoc'h Mari ar Polle
Gant ho mab bihan 'n ho kostez

- Ma mab lec'h an en em c'hostez
Zo hoc'h hini, Aotrou Gernevez

- Mari Polle, sav alese
Me vefomp eureujet feteiz

Ma vefomp eureujet feteiz
Me ho krey Itron a Gernevez »

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes