Paroles de la chanson Renea ar Glaz par Chansons Bretonnes

Renea ar Glaz Traduction française
Chanson manquante pour "Chansons Bretonnes" ? Proposer les paroles
Proposer une correction des paroles de "Renea ar Glaz"

Paroles de la chanson Renea ar Glaz par Chansons Bretonnes

I
Renea 'r Gaz a lavare
'N hi c'hoaze, 'tal 'r Chapell-Newe :
- Ma vijenn me lec'h ma karjenn
Na eo ket aman a vijenn ;

Met 'n Kerversault, gant 'r map-henan,
Ma muia karet er bed-man ;
Ma muia karet goude Doue,
Hag 'vezo keit 'vinn en buhe. -

II
Renea 'r Glaz a lavare,
Ebars ar ger pa arrue :
- Petra 'zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer diouc'h an tan?

Ma medi ar beer diouc'h ann tan,
'R pot-houarn braz, ann daou vihan ? -
- Terrupl, Renea, ho klewet,
P'eo warc'hoaz kenta ho eured ! -

- Mar medi warc'hoas ma eured,
Piou lareur ann hini 'm euz bet ?
- Terrupl, Renea, ho klewet,
Ha braoa den oc'h euz-c'hui bet !

Ha braoa den oc'h eus-c'hui bet,
Ervoanik Gelard da bried ! -
Renea 'r Glaz a lavare
D'hi mates vihan, ann de-se :

- Dalet, mates, al lizer-man,
It-c'hui da Gerversault gant-han;
It-c'hui da Gerversault gant-han,
Hag hen roët d'ar map-henan. -

Ar vates vihan a lare,
En Kerversault pa arrue :
- Demad ha joa holl en ti-man,
Pelec'h medi ar map-henan ? -

- D' betra 'c'h euz ezom 'r map-henan,
P'eo dimet hi dous Renean? -
- Bet drouk gant ann nep a garo,
Euz ar map-henan me gomzo ! -

- 'Ma duze var he wele klan,
Gant ar c'heun d'he dous Renean. -
Ar vates vihan 'lavare,
'Tall ar map-henan p'arrue :

- Dalet, map-henan, 'l lizer-ma,
Digant ho toussik Renea;
Digant ho toussik Renea,
Hennes hi lizer diweza. -

N'oa ket 'l lizer digoret mad,
Ma oa ann dour 'n hi daoulagad :
- Mar d'e gwir lar al lizer-ma,
Me n' 'm euz ket pell-meur da vewa ;

Ne n' 'm euz ket pell-meur da vewa,
Hi d'euz neubeutoc'h, a gredan ! .-

III
Henea 'r Glaz a lavare
Euz prennestr hi c'hambr, en de-se :

- Me well Ervoan Gelard 'tont aman,
'R gompagnunes vrao ' zo gant-han :
Digant ma Jesuz 'reketan
Ma toro he c'houg 'tont aman ! -

Ervoanik Gelard a lare,
'N ti ar Glaz koz pa arrue :
- Demad ha joa holl en ti-ma,
Medi ma doussik Renea ? -

- Medi 'r gabinet, 'n traon ann ti,
Ervoanik, et-c'hui da ved-hi :
Ervoanik, et-c'hui da ved-hi,
Ha 'n han' Doue konzolet-hi. -

- Demad d'ech-c'hui, Renea goant ; -
- Ha d'ec'h, 'me-z-hi, intaon iaouank. -
- Itron Varia ann Drindet !
Wit un intaon ma c'hommerret ? -

- Wit 'n intaon n'ho kommerrann ket,
Met n' vo ket pell-meur a vefet ! -
Renea 'r Glaz a lavare
En porz hi zad hag en de-se :

- Me ro m' malloz a galon-vad
Ha koulz d'am mamm evel d'am zad,
Ha da gement 'vag hugale,
Hag ho dime 'n despet d'ez-he ;

Da gement a vag tud-iaouank,
Pa n'ho lezont da cboas ho c'hoant ! -
Renea 'r Glaz a lavare,
'Biou Kerversault pa dremene ;

- Ervoanik Gelard, laret d'in,
Ma lezel 'refet d' vont en ti,
Ma lezel d' vont er maner-man
D' gimiadi euz ar map-henan? -

- Ewit brema na iefet ket,
O tont d'ar ger, na larann ket. -
- Bet drouk gant ann nep a garo,
En Kerversault me diskenno ! -

Pa diskenn Renea en ti,
Oa rannet hi c'halon d'ez-hi;
Oa ar c'horf paour war ar varwskaon,
Doue d' bardono ann anaon !

Tapout he benn war hi barlenn,
Merwel eno en he gichenn !
Kerc'had 'zo linsell d'ho lienna,
Alumet goulou d'ho veilla.

Holl dut ann ti ho deuz laret
Ho lakad ho daou 'n ur poullad,
Ho lakad ho daou 'r memeuz be,
Pa n'int bet er memeuz gwele !

Paroles.net dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)

Sélection des chansons du moment

Les plus grands succès de Chansons Bretonnes